Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
Simon

an dra-se ennomp, ha cetu ni harpet ous ur vezen, en eur ober peb-hini eus hor c’hostez effortjou horrupl capabl d’hon laqat da zirenta bon bouzellou. Anfin, vardro un heur so, me gred, e zomp o souffr hac o credi e voamp ampoesonet, pa zoc’h deut eurusamant d’hon sicour. — Ya breur a gont se evel a gar, eme ar bautres ; mes me assur dêc’h autrou, en devoa qement a c’hoant ha me da daànva ar voulou ; mes ne grede qet lavarat se da guenta. — Guelet a ràn, eme Simon a Vontroulez, n’en doc’h qet nebeuloc’h da damal en eil eguet eguile ; mes ho preur a dleye beza rêsonaploc’h, ha nonpas en em lezel tenti ; rac an oageta eo. Mes anfin, punisset oc’h ho taou deus ho faut. Guelit petra eo ar gourmandis ! ho laqat a ra da ancouat meur a dra ba da ober diotachou, assambles. Noc’h eus qet sonjet e voa clàn ho mam baour, hac e teporde ar remed-se, a behini e deus ezom ; noc’h eus qet sonjet e voa ret dezi caout tout ar voestad marteze evit en em yac’hât : ar sonch oc’h eus bet da lavarat guevier, ma teujet da santout e vanqje un dra benac. Hoguen, da betra eo servichet dêc’h coeza en tentation-se ? Debret oc’h eus boulouigou ne voant qet re vad, hac o deveus ho rentet clàn. Ar gourmandis so evel ar viçou all, da lavaret eo, en em garg da bunissa ar re en em lès gounit gante. An dra-mâ so ur vomitif, ha n’eo qet estonapl en deve ho rentet clàn. Mes, mar doc’h gourmand, ec’h elloc’h en em renta clàn memes gant an traou yac’hussa, rac o c’hemer a