Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
a Vontroulez.

en deus scrifet dezi un ordrenanç, n’hon eus qet gallet lenn, na den eus an ty. Mes, lavaret en devoa deomp cass anezàn d’an apotiqer da Vontroulez, pehini en devije roet deomp ar pez a voa necesser. Partiet omp er mintin-màn, va c’hoar ha me, hac eo chommet hor c’hoaric vian er guêr da guemer soign eus hor mam. Bet omp e ty an apotiqer, pehini en deveus gouezet mad lenn an ordrenanç, ha ractal en deus roet deomp ar voestic vian-se, leun a voulouigou guenn evel sucr. Me eo a zougue ar voest, hac e redemp evit erruout qentoc’h er guêr, pa lavaras va c’hoar din : Clêo ta, Yan, ne gao qet did e zeus traou mad er voest-se ? — Bah ! emedòn-me, marteze eo un drogach fall benac. — Oh ! ne gred qet dìn ; rac e ty an apotiqer e zeus calz a draou mad, hac e pariàn e zeo bouledou sucret ar re-se. — A sonch dit ? — M’en toue. — C’hoant tànva a c’heus ? — Oh ! ia ; mes ma teufet da santout ? — E lavarimp ne voa qet leun a voest. — Mes peguen mad o deus ar fêçon da veza ! Qementse en deveus roet ivez c’hoant do dànva : digueri a ris ar voest, hac e lonqjomp peb-hini ur voulic. Ya c’hoar er c’havas mad ; me gave ur blas c’hoero, mes gouscoude mad aoüalc’h ivez. Anfin, debri a rejomp hon daou an anter eus ar voestat. Ur moment goude, va c’hoar a lavaras e devoa poan en he c’halon ; me a sante ive, mes ne greden qet en lavaret. Alafin e ranqis conveni, pa na meus mui allet gant ar c’hoant da vomissa. Er memes amzer e zeo bet croguet