Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
Simon

terc’hel o estomac, hac oc’h ober effortchou terrubl evit dislounca. Ur voestic vian cartons a voa var an douar. — Petra c’hoarvez ganêc’h, va bugale baour ? eme Simon, en eur redec d’o zicour. — Ah ! Autrou qèz, sicourit ac’hanòn en han’ Doue, eme ar bautrez ; maro oun, ampoesonet oun !… — O va Doue ! eme Simon, ha penaus eta ? Petra so arruet ganêc’h ? — Ia, ia, ampoesonet. — Ha me ive, eme ar pautr ; ounnes eo so caus eus a se, qen gourmand eo ! — Oh ! gallout a res cozeal, te, eme ar bautres, hac ober reprochou dìn, evel pa ne ves-te qet qen gourmand ha me !

Eguile a falvezas dezàn replica ; mes forcet voe da oboissa d’ar vomitif, pehini a guntunue d’o scarza terrubl o daou. Qemer a rejomp soign diouto, ha pa voent anfin en em gavet brao passabl, Simon a c’houlennas outo : Arça ta, va bugale, expliqit dìn eta un nebeut ar pez so arruet ganêc’h. Petra eo ar voestic vian-se ? — Ar poeson eo, eme ar pautr : ar c’hoqin apotiqer a vezo en em dromplet. — Ah ! eme Simon, qestion so deus un apotiqer ? Guelomp an dra-se… Brema ec’h ellit beza certen noc’h qet ampoesonet. — Credi a rit-hu se, Autrou ? — Ia, ia ; en em rassurit, ha contit deomp hoc’h avantur.

Ret eo lavarat dêc’h, Autrou, eme ar pautr, penaus e chomomp amâ tost, gant hor mam, pehini neo mui yaouanq, hac a vez alies clàn. Dec’h en em gavas goal indisposet ; etoufi a rê bep moment. An A. Bonin, medecin ar barros,