Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
a Vontroulez.

ambaras ; rac an disesper a gresq an dle, hac al labour er pae. An hini a sav da guenta, en devezo achuet da guenta. Bezit confianç en Doue, ha Doue ho sicouro, va mignonet. Bezit soumettet d’al lezen ha d’ar roue ; labourit gant courach ha bevit gant furnes. Guelet a reot hep dale penaus ho cargou n’en dint qet qen pounner evel a sonjit, hac oc’h eus muioc’h a nerz eguet so ret evit o douguen. Pa ho pezo paeet ho tle, e vezoc’h pinvidic. Ar güir baour eo an hini a lavar : « Qement ameus n’eo qet din. » An hini na dle netra, a vale huel e benn, a ya dre oll, hac a sell ous an oll hep stoui e zaoulagad. Neo qet ret nemeur a dra evit se ; rac an hini a ro ur guennec deus e arc’hant, a so pinvidicoc’h eguet an hini a amprest tri vil scoet. Na suffis qet gouzout penaus e c’honezer, ret eo ivez gouzout penaus e venager ; rac ne zeus qet a zispignou bian, pa na dint qet necesser. Lavaret a rêr : n’en deo cazi netra ; gallout a ràn dispign an dra-mâ. Nan ; rac na sonjit qet penaus un nebeudic repetet alies a ra calz. An toul en deus caer beza bian, mar tremen ar gist, ar variqen en em c’houlonter. Cetu aze petra eo : m’ho pije sonjet en dra-se tout, ho pije ar som prest clos evit ho taouzecvet, ha ne c’hrosmolfec’h qet evit rei d’ho a prô ar pez a c’houlen.

Breiz eo ho mam : bevet ha magnet e deus ac’hanoc’h ; ho protegi hac ho tifen a ra ; rêson e deus da c’houlen sicour diganec’h, hac ar re a refus dezi, a so bugale ingrat, na veritont

10