Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





D’AL LENNER.


————


An Autrou Lauranç de JUSSIEU, Secretour-General eus a Zepartamant ar Seine, Chevalier eus al Legion a Henor, Mestr ar reqejou, en deveus composet ul levr hanvet Simon de Nantua, heuillet eus a œuvrou dalif Simon de Nantua. An Academi a Franç, goude un examin scurpulus eus al levr-se, e deus accordet d’e autor ur pris dreist-ordinal a zaou vil scoët, savet eus a fondation an A. Monthyon.[1] Ar pris-se a voa bet proposet gant an academi e faver ul levr var ar gundu vad eus a vuez an den, ha certenamant, na ellet qet ober güelloc’h.

Goude beza lennet gant ur blijadur vras meurbed ha gant ar brassa interest, al levr-precius-se, e meus sonjet e vije ur güir servich da renta d’am c’henvroïs, en eur drei anezàn e brezonec. Mes, dre ma tremen an oll fêjou merqet ennàn ebars er vroyou huel, e meus credet tleout ober ur chenchamant benac el labour-se, evit clasq en renta interessantoc’h da dud hon brô, dre ma hanvàn lec’hiou anavezet mad, ha ma conveno muioc’h d’ar Vretonet. Rac-se eta, evit

e renta calz muioc’h agreabl d’am c’henvroïs, e meus

  1. Yan-Batist Robert-Auger, baron Monthyon, a so en em rentet immortel dre e vad-oberou hac e garantez dreist-ordinal evit an oll. Etouez an oll brisou en deveus fontet, e zeo ret rapporti an hini a zeg mil livr e faver ur gall pehini en devezo composet ha publiet an utila levr var ar bividiguez vad, hac ur pris all a zeg mil livr e faver ur gall paour pehini en devezo grêd, e ren ar bloa, an action ar muia vertuzus. An den respectabl-se a varvas an 29 a vis qerzu 1820, d’an oad a 87 bloaz. Ur fortun a bemp million en devoa pa varvas, eus a behini en deveus disposet e faver an dud maleürus. An Autrou Monthyon a vezo atao citet evel unan eus a vad-oberourien an humanite. Ra vezo e vemor da james en hon toues !…