Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/9

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Doue ! Dec’h e oa o zro, ha warc’hoaz, e vo hon hini... An amzer a detl, hag an ankou a zo kriz ha didruez. Met da betra sonjal, kement-se, en amzer dremenet !... « Pa vez glac’haret an den, eo kouls d’ezan kana eget gouela » ...Lezomp an treou ze a gostez breman... ha deuit, sed, da zibri ho skudellad soub... Arru eo diwezat anezi, tremenet eo koulz koan, ( Hag e ya môn da gichen an oaled , da drentpa ar souhenn) ha bremaïk e vo poeut d’imp mont da gousket !

MARIVONIG

Ya ! mamm goz ! met gant an avelaj-man,... dïroliet eo an amzer,... n’allfomp ket serri eul lagad.

MON

Bah 1... n’ hon deus den, ni, er-maez... hag ez afemp da gemer kement-se a boan-spered !

YANN, tostaet ouz ar prenestr a sell er-raez

O, evit me, n’am eus ket aoun da-vihana... ha pa glevan ar mor o c’hoari e benn hag o trouzal, evel ma ra breman, e kav d’in e klevan e vouez ouz ma gcrvel, evel ma zad koz gwechall... n’ hoc’h eus ket a sonj,,.. en noZ ma savetaas lestr tri-gwern an i lollandiz.

MON, gant eus

O 1 ro, peoc’h !... Yann !... ro peoc’h !... diwezatoc’h cz i, met hirio I... petra sonjez ?... re yaouank,... re yaouank... Eur gvvaz ’out memez tra, Yann, ma fôtr bihan... Doue d’az pennïgo ! ha da skuilhae vennoz warnoc’h ho taou !... Sed, deuit breman, aman, da gichen an tan, da zibri ho tamm soub.

MARÏVONIG ha YANN, en eur dostdt

Trugarez !... Bennoz Doued’eoc’h mamm goz !

MARIVONIG

Ha c’houi, mamm goz, ne debrot tamm ebet ?...

MON, en eur vont da gichen ar c’houfr

Bremaïk ! e kavin gwelioVh ma boued, p am bo echu ma Iabour... Ha neuze, evid ar c’heit e vin e-dro d’ar pakadennou-man !... N’eo ket ar pez a zo anezo !... Pipi Varkêr a dle dont aman gant e garr... Met n ? eo ket an tammouigou treou a zo aman a lako kement-se e warc’h Moji da e’houeza.


f


.