Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet




MARIVONIG, mantret he c’haIon

Bep bloaz e ya goelettinier ha martoloded d’an Island pe d’an Douar. Nevez, ha bep bloaz, pa vez graet ar gont anezo, pa arruont, e vank, siouaz, unan bennak.


YANN

Ha goude eun nebeut blaveziou tremenet ganin o pesketa morued, ez in da ober ma servij war ar mor. Beza martolod-servij ! Mont da dremenmiziou war listri-brezel, e moriou an estranjour, na pebez dudi evid eur pôtr yaouank ! Mont d’ar Chin ha d’ar Japan broiou ker kaer hervez… e gever enno, marc’had mat, a bep seurt danvez seiz. Degas a rin d’eoc’]i, mamm goz. Hag en Inizi ta ! Du-hont, e broiou ar Vorianed, ker kaer ar maeziou enno ! ha karget a bep seurt freuz dousoc’h eget ar mes dar genou ! na pebez plijadur n’am bo ket o kinnig d’eoc’h, pa zistrôin, tra pe dra eus an treou kaer a gever er vroiou ze !… Sed, mamm goz, degas a rin d’eoc’h evned a bep seurt liou, revihan, re vras, evel n’eus ket er vro-man. Petra degasin d’eoc’h c’hoaz ?… Ac’ha Asiedou ha skudellou bihan ker sklêr ha ker sklêr nia c’hel!er kemer an tamm anezo, e pri-gwer koulskoude, da ober lunedou a-liou, da lakât war beg ar fri.


MARIVONIG en eur diskouez eur c’hogn eus an ti

Ya ! evel ar re a oa aze, el listrier, d’ar c’houlz ma oampbihan-bihan c’hoaz.


YANN

Evel ma lavarez Marivonig,… ha c’hoaz e oant deut gant ma zad pa zistrôas, ar wech diweza, eus an Tonkin.


MON

Ya ! ya ! bugale ar wirionez a zo ganeoc’h, met renket hondeus bet ogwer- za, listrier hag al , evit kavout eun tamm bara da zibri, breman a zo eun nebeut bloaveziou, pa deuas ar c’hienved-tomm hag ar maro d’e heul, da gas gantan, goüt a ouzoc’h piou. A ! goüt a reot eun dro bennak, bugale… divezatoc’h, penôs, pa ne vez ketledan ar choug, e teu abred ar c’hlenved hag ar maro a-benn da gas ar stal da stalig hag ar stalig da netra. An hini a renk lemel hep lakât, e ya abret da esk e yalc’had.


YANN, gand tristidigez

Evel ma lavaret, mamm goz, met re yaouank eoan neuze evit kompren an treou ze… Ha koulskoude, sonj mat am eus da welout an dud, o ouela aman.eun devez, dirak eur gwele kaer-gwerniset e gwenn… ha goude… ha goude… ne velis den ebet ken e-dro d’in, nemetoc’h, mamm goz… ha ma c’hoar, Marivonig !


MON, evel an daerou ’n he daoulagad

Ya, ma fôtr bihan, « ar bed a dro hag ar maro a sko ». Aet int holl dirak