Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 4 —

YANN

Gwir eo, mamm goz, met ar re all… Ar re ’zo êt da besketa, pe a re a zo o redek ar moriou, a zo ’velkent e riskl o buhez. Gant eun avelaj evel ma ra, ar mor a dle beza gwall dichadennet, breman.

MON

Bah ! da pephini e chans pe e zrouk-chans ! Daoust haghen ne vefe ket reuzeudik awalc’h hon buhez ni evel se ! Hag ez afemp-ni da gemer kement-se a drubuilh gant an dud all ! Pa oamp ni ker glac’haret, daoubleget dindan ar walenn a gastiz, piou en doa truez ouzimp ?… Den ebet !… Renkout a raemp ruza anezi koulskoude, en eur skuilha daerou, e kuz, ha dougen hon bec’h a boan-spered hag a c’hlac’har, hon unan : te, ma fôtr bihan, ha Marivonig ha me. Den na selle ouzimp.

MARIVONIG

(En eur rei, eun tamm koz dilhad bennak d’he mamm goz).

Setu aman, mamm-goz… ma lostenn d’ar sul, hag an diou linsel diweza a chom ganimp.

MON, ouz o c’hemer

Petra ! N’ eus mann ebet ken ?!…

(Marivonig en eur derc’hel da gempenn an treou er c’houfr, a ro da c'houvezout, gant he fenn, n’ eus ken netra.)

Alo ’ta… neuze ez eo goullo. Hag ar prez a zo goullo ivez. Arôk pell amzer aman, e vo kont evel-se ivez gant an ti-man.

MARIVONIG, en eur vont, karantezus, juntret he daouarn ganti e-trezek Môn

Mammig koz kaez !… Mammig koz kaez ! da betra d’eoc’h ’ta kemer kement a zisplijadur, hag a boan-spered !?

MON

O ! ma flac’hig ! re yaouank ez out c’hoaz, evit kompren… met me !… Aman ez oun bet ken evrus epad keit all a vloaveziou !… ha ker malevrus ivez, siouaz ! abaoe ma ’z omp manet hon unanik… me, ho mamm-goz… bremaïk o vont gant Doue, ha c’houi paour kaez bugale.

MARIVONIG

Nag a boan… nag a nec’hamant… nag a drubuilh n’hoc’h eus ket bet ganimp mamm goz ! hag evit derc’hel d’imp eun tamm bara !

MON

N’em eus ket bet awalc’h c’hoaz, ma flach, pa ’z eo gwir n’em eus ket gallet paea ma Gouel-Mikel… hag hon taoler ermaez ac’han, hep lezel ganimp soken eur pennadig amzer da sellout e pelec’h trei… Ha koulskoude, ma Doue ! ez omp tud a fæason a gredan… (hag hi, evel mantret). Ha setu