Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/18

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


buhez... Ha ! sed, kaout a ra d’in, e oa kalz garvoc’h an amzer, e deiz-se eget fenoz !



SOEZ





Ya, met e deiz-se, moarvat, Môn, e oa ar mor gant da re... Selaou, ervat, Môn, ’n hen glevez ket ?... me gred e tle beza gwall fuloret fenoz ivez !.. .




III« PENNAD






AR MEMEZ RE, ANNAIG


ANNAIG, en eur arruout, berr-kaer warni




Môn ! Môn ! Ma zad koz, en deus lavaret d’in dont, buan, aman


i • « 


SOEZ


Ya, gwelout a ran ec’h eus redet, Annaïg, rak berr-kaer ’eo warnout.



ANNAIG



Lavaret en deus d’in : « Kerz, kerz buan, ha diwall mat da chom da sel- lout »... hag ez oun deut d’ar red, c’hra, aze d’an traou... rak tremen


d’ar red, d’ar red. Soken en eur sevel ar


eo


MON




Mar deo tremen poent, lavar dhmp, eun dra bennak, neuze, buan





ANNAIG


Setu aman :... Bag, mab Job ar Barzig a zo o vont da goll du-hont, e tu all da Itieg, war ar reier. Diwaran dosenn, evez gwelet...



MON, a vouez izel


Yfig !!!,.. ( a voue\ ubel, neu^e,) Ha petra a c’hallan-me ober evitan... me !!



ANNAIG


Muioc’h eget ne soniet, Môn ! Ma zad koz a lavar, ne oar Yfig netra eus ar mor... n’anavez ket an aod, na dreist-holl an darempred, dre reier,... biken, emezan, ne deuy a-benn da J n em dibab ac’hano, anezan e-unan.


eno, e-touez ar


MON



Ha neuze ?