Pajenn:Juluen - Evel ma pardonomp.djvu/10

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


w






AR MEMEZ RE, SOEZ




\ln eur dont en li, gant he baz, en eur jilgaminat, war he brec’h ganti eur banerad meskl, goloet a vezin.


Arru e oan, Môn... eun tammig diwezat marteze... met an amzer a zo ker fall... (en eur selbiit ou% ar vugale) Aze oac’h ivez, bugale ?


MARIVONÏG ha YANN


Ya ! tintin Soèz.


MON, en eur saclia ar bank




Azezit aman, Soêz, evid ober eun diskuiz.


SOEZ, en eur azeza




Na pebez amzer !... Dichadennet krak eo an avel. Ne bad den er-maez... hag ar mor ’zo fuloret !! Hag e vefe an diaoul hag e bevar o redek, aze, hag o youc’hal, war an aod, ne vefe ket muioc’h a drouz gantan.


MON



Hag ez eo êt an holl bigi er-maez !!


SOEZ


Petra } servij d’it, Môn!... Er beure-man abred, e zo bet kelou, e oa eun taolad-meilhed, en dounvor, e-tre ar Jentilez hag an Dreoger, ha goüt a rez kerkouls ha me, pa vez eur gwenneg bennak da c’hounit, ar besketaerien ne sellont ket ker berr-se, ha kentoch eget tremen, en em lakont aliès e riskl o buhez... ha neuze, an hini ne riskl netra, na koll na gounit ne ra.




MARIVONIG


An amzer a oa brao er beure-man koulskoude.






SOEZ, en eur sevel he diouskoaz


Brao an amzer !... Brao an amzer !... Ya, da welout... met me a ouie mat e vi;e bet deut abret da drenka, pe da gorboni... Pa doull ar c } houmôull d’ar sav-heol, e vezont o c’houIlglao, ha pa c’ :ouez an tan er fornigell, evel er beure-man, e vez seblant avel, hag e teu an amzer peurvuia da } n em


dichadenna.




YANN


Fanch, al loman-aocher... koulskoude...