Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —

Nann ! nann ! nann ! ne vefe ket stad enni ; ha dreist-holl, ma welfe an ti-man, ken louz ha ken brein evel mac’h eo chomet aboue ma deus kuitaet Drin al Lud anean… Ar boezon a zo anei ! ma karje, da vihanan, bean skubet anean arôk mont kwit !… Met n’eo ket ze eo ze : c’houistellât ha kanan, ze ’zo mat ; met ma ne ran netra ken, e vo lâret d’in penôs ec’h on dilu evel eul laouenn penmoc’h, a oa bet seiz vlâ o treuzi eun hent-karr… Met bremaïk, pa grogo ma skubelenn da vont endro, dampred vo joll, e vo ken net an ti-man ha kastell Rozabaou, ha mat da feurmi, hag e vefe da « Brezidant ar Republik ! » (Skuban a ra, ha diboultrenni). Aze… evelse… mat… gwell vat ! Ha mar teu breman unan bennak da glask an ti-man da feurmi, pe me ’vo maout e Kerneo, ma ne gav ket mat anean ! Ya, ya ! met n’eo ket awalc’h… red mat eo d’in skrivan war eun tamm paper bennak : TI DA FEURMI, pe ne gavin den da dont ebarz. (Skrivan ra war eun tamm paper : TI DA FEURMI) Ti da feurmi !… Sellet ! pebez skritur ! Heman na c’houito ket war e dôl !… Lakomp anean aman, e pign, ouz ar prenestr, d’ean da vean gwelet gant an dremenidi. Ha breman deomp da welet hag en ’c’h eo achu he labour gant Godig al Litouzen. (Mont a ra kuit).


EIL PENNAD
AN ANKELC’HER

An Ankelc’her (dont a ra buan diouz e doull-kuz, en eul lâret a vouez izel).

Petra !… den ebet aman !… O holla ! me zo mestr breman neuze… Gwelomp penôs eman kont eun tammig gant an treo dre aman… (Mont ha dont a ra hag en em gav gant ar paper) Sell ’ta !… Sell ’ta !… Ti da Feurmi !… Ma skrivfen war an tu all : TI FEURMET… Ya kentoc’h !…n’eo ket da feurmi, zur ! Piou an diaoul a c’houlfe dont en toull lous-man da chom ?… (Skrivan a ra : TI FEURMET) Ha breman ar paper elec’h ma oa adarre, ma welfomp penôs e vo dibunet ar gudenn… (Klevet a ra trouz, unan bennak o tont, marvat) Oh !… ’m eus aoun… zo arru unan bennak… Beomp sioul hag a tapfomp logod ! (Hag ec’h a ar pôtr d’e doull).


TREDE PENNAD
LUCH AR BITOUZ

Luch ar Bitouz (en eur gravat e benn ha trubuilhet).

Ma ! ma ! velkent !… Ha gwelet penôs ne gavan ti ebet da feurmi !… Penôs a rin-me, bremaïk, a-benn daou viz