Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Soazik ar bleo arc'hant, 1910.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
156
JEZEGOU

Imaj an Itroun-Varia ive, a oa atao stag outhi. Hag hi kueza d’an daoulin en eur lenva hag harpa he fenn er vezen.

N’oar dare den, pegeit e chomaz evelse.

Mez, pa zavaz he daoulagad, e velaz daou zen, unan e peb tu d’an derven, bep a vouc’hal gantho.

— Va Doue ! emezhi, d’ober petra ’zit ?

— Da droc’ha an derven, emezho.

— Hounnez eo derven an Itroun-Varia ! En han’ Doue, n’he zroc’hit ket !

— Houn-ma, a lavarjont, a vo guerzet pemp kant skoued e Landerne. Ma kirit rei d’eomp pemp kant skoued ni a lezo anezhi.

— Pemp kant skoued ! a lavaraz Soazik, — hag e velaz an diaoul o tond en eur c’hoarzin, — pemp kant skoued ! mad, d’ar Verc’hez-Vari va blevennou diveza !

Hag e tennaz deuz he fenn ar bleo melen a jome c’hoaz.

Kerkent, an daou zen oa bouc’hili gantho, a deuaz da veza daou eal. Soazik a varvaz. Hag an daou eal, en despet d’an diaoul, a zougaz he ene d’ar baradoz.

Ar voien d’en em asuri
Eveuz hor zilvidigez
Eo beza d’ar Verc’hez-Vari
Devot epad hor buez.


Pajennou 57 da 62 euz Kountadennou.


————