Evelkent, e plegaz adarre da zastum bleuniou.
— Sodez, eme an den iaouank. Lez ’ta ar bleuniou-ze. An tam koat a zo en derven du-ze, ne dalv ket ar boan : hag an Aotrou Krist a bedez, n’eo netra nemet eur sorc’hen bet invantet.
— Ia, emezhi : petra ’meuz da ober neuze ?
— Dond d’am heul. Me roio d’id kalz danvez ha plijaduriou eleiz.
— Mad, emezhi, mond a rin d’oc’h heul : roït d’in danvez ha plijadur.
Hag hi teuler he bleuniou.
— Ia, eme an den iaouank, me ho roïo d’id. Mez araog, e rankez rei d’in da ene.
— Va ene ? eme ar plac’h iaouank. Mez piou oc’h-hu ’ta neuze ? C’hui eo Satan !
— Eo, emezhan.
— Oh ! iit neuze gant hoc’h hent : ne d’in biken d’oc’h heul.
Ha da blega, da zastum a-nevez he bleuniou.
— Assa, eme an diaoul, na te zo sot ! Na velez ket e c’hellez hez aoun rei d’in da ene. Epad da vuez te a gemero plijadur, ha pa vezi o vond da vervel, te c’halvo eur belek, te vo nouennet…
— Ah ! ia avad, emezhi.
Hag hi touellet a-nevez, teuler he bleuniou adarre.
— Mad a rez, eme an diaoul. Ha me, sell, ne vin ket trubard en da gever. Beza ’peuz eur pennad bleo melen deuz ar re gaera. Mad, hiviziken pa denni unan deuz ar bleo-ze, e kuezo kant skoued en da zorn. En he leac’h e savo eur vleven arc’hant. Da bennad bleo a dalo er giz--