Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

awalc’h, zoken, e zeant betek ar prizoun hag e vennent lammat ebarz, evit laza ar brizounerien.

D’ar bemp var-n-ugent a vis eost, district Brest a skrive da Gemper :

« An traou, ama, a ia goasoc’h-goaz. Ne ellomp mut respount deuz buez ar veleien a zo lakeat er prizoun, e kouent Carmes. Pa sounjer da nebeuta, kearis a saillo varnho. Pedi a reomp ac’hanoc’h, eta, da denna ar beac’h-ze, divar hor chouk. Kemerit anezho ganeoc’h, e Kemper, pe ho c’hasit da eul leac’h benag. Mez en han’ Doue, n’ho lezit ket ama, eleac’h ma eo ken tom ar goad hag eleac’h ma zo soudardet ha na eller ket da gommandi pa garer. [1].

An departamant, nec’het awalc’h, a c’houlennaz digant Expilly petra vije ’r guella da ober. « Mad, e ma ar veleien e Brest, a respountaz an eskob intru, lezit anezho eno. [2].

Koulskoude, ar veleien a gargas eun ofiser a vor, da gas ho c’hlemmou d’an Departamant. He hano oa Carnavalet. Skriva ’reaz da Gemper. Hag he lizer a ro d’eomp da anaout pegen garo oa buez ar veleien geiz, er prizouns

« Ar veleien a zo dalc’het, e Brest, a lavare, ho deuz sounjet, e vije bet eur blijadur evidhon, dond da rei d’heza skoazel en eur lakaat, dirazoc’h ar poaniou ho deuz da c’houzanv, bemdez.

» Ar re ’zo karget d’ho tiouall a ve aliez, da genta, lavaret d’hezo traou diez…

« Eun den koz a zo deuet deuz a zek leo, evit guelet he vab ha pokat d’hezan, er prizoun. Harluet eo bet kuit. Ar gardian n’eo ket falvezet ganthan hel lezel da velet he grouadur.

» Eur vaouez, tost d’he fevar ugent vloaz, a zo bet deuet evit guelet he breur. Lavaret e zo bet d’hezi ne

c’helle ket hen ober. Neuze ec’h en em daolaz da lenva.

  1. Le Vot : Brest pendant la Terreur. p. 10.
  2. Tresvaux, Persécut. Relig. I p. 297.