Ni n’omp diguezet er bourg, nemet da eun heur. Var eün, omp eat d’ar presbital. N’oa den. Rag an aotrou Madec, kure ar Forest, hanvet da bersoun, n’eo ket diguezet c’hoaz.
» En eur zond ac’hano, hon deuz guelet eur bern merc’hed hag a lenve hag a hirvoude ar pez a c’hellent. Eat omp da di an aotrou Kermergant. Ar belek-ze oa en he gambr. Pa hen deuz hor guelet eo pignet d’ar c’hrignol. Eur vaouez ca eno hag a lavaras : n’eller ket digeri, rag an trap ’zo ed varnhan. »
» Unan ac’hanomp, neuze, a bignas en eur skeul hag en eur boulza gant he benn, e tibradaz an trap. — « Oh ! a lavaras, ed varnhan ! Oh ! n’euz ket : mez eun tamm brao a gik ’zo ’vad ! » Hag e poulzaz adarre. Ar belek oa divarc’hed : ober a reaz he bak hag e teuaz ganeomp.
» En eur zond kuit hon deuz ranket tremen dre eur vanden verc’hed hag a lenve, hag a grie, hag a zave ho daouarn varzu an Env, en eur deuler malloz varnhomp. Kemeret hon deuz hent Brest, ha diguezet e Pount an hospital, hon deuz evet peb a vanne.
» Foar Lokournan a oa. Var an hent hon deuz kavet eun daou c’hant den benag hag a anaveze an aotrou Kermergant. Hen-ma a lavare d’hezo : ne ouzoun ket da beleac’h e vezin kaset pe d’ar C’hastel pe da Garmez : ar pez a garo da Zoue ! — An dud a lenve. Hag en eur gimiada, Kermergant a lavare ober he c’hourc’hemennou d’he anaouderien.
» Digouezet, pelloc’h e Brest, var dro eiz heur benag deuz an noz, hon deuz lakeat hor c’havaden, etre daouarn konsail an ti kear. Ha dioc’h-tu, oll asamez, eur bern tud en dro d’eomp, omp eat da Garmez, da gas ar pevar enebour-ze d’hon lezennou. » [1].
Da Vrest oa kaset, c’hoaz, da fin mis gouere, an aotronez Gloaguen, kure Ploare ; Sévère, belek e Pleyben ;
Raguenes, kure Landudec ; Talarmin, kure Milizac ; La-
- ↑ Documents II, 24.