Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


Tremen a rejond dre Daole. Ar persoun intru a deuaz assamez gantho.

Da eiz heur edond en Henvic. Kemen a reont d’ar sakrist dond d’ho c’haout. Mez n’hen doa, a lavare, nemet afc’huez an iliz. Alc’huez ar sakrateuri a ioa gant ar mear. Mond a rajor d’he di.

Eat oa da varc’had Montroulez var a lavare, da viana, he c’hreg. Hag e keit ha m’oa bet och ober an dro e ti ar mear ar ar sakrist a oa tec’het. Evelkent paotred ar c’hleier oa pignet dre an dianveaz ebarz en tour hag ho doa, atao, diskennet eur c’hloc’h.

Var ar mare e tiguezas prokureur ar barrez. Lakaat a reaz he chelp, ha krak ha berr, e tifennas ober an distera tra ken a vije ar mear var al leac’h. Koulz all, emezhan, ni fell d’eomp er barrez-ma, kaout digor hon iliz ha derc’hel d’hor beleien.

Epad an amzer-ze, eun niver bras a goazed oa diguezet er vered. Gantho oa freier-houarn ha freillou. Iouc’hal a reant a bouez penn hag e lavarent : « Ma kemerit hor beleien ha traou ar sakrateri, ne dafoc’h ket beo ac’halen ».

Daou c’hoaz a ellaz pignad en tour. Gant morzol an horolaj e skoont var ar c’hloc’h bras evit ober soun an tan gwall. Merc’hed ha goazed a zirede a bep korn.

Prokureur an district a lavaras da brokureur ar barrez lakaat an dud da jom sioul ha didrabas. — « Oh ! oa respontet d’hezan, ne d’an ket da esa, zoken. Goude oll, ne meuz nemet eur vuez da goll. Ne roan forz penaos e tremeno an traou. »

Pelloc’h an archerien a lammas var ho c’hezek evit en em denna. En ho raog edo an daou ziskrouger kleier : Raoul hag Elien oa e kreiz etrezho. (Docum. II, 191).

N’oant ken fier o vond kuit eget na oant o tond deuz ar mintin. [1].

E Leuhan oa bet ken tom all an abaden d’an eiz a vis gouere.

Daou archer a ieaz d’ar barrez-ze evit kas paper da

sevel an taillou. Pa ziguezchont er bourg, an dud oa en

  1. Documents II, 191.