Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



XII


Klask var ar veleien. — E pe c’his en em guzont. — Ho arken hag ho foan. — E pe c’his e tioualled anezho. — Ar veleien genta taolet er prizoun. — Ho stad truezus. — Ar frankis roet d’hezo. — Penaos oant digollet deuz ho foan.


Goude ma oa douget al lezennou didruez hon deuz lavaret, e savas beac’h var ar veleien vad. Red oa d’hezo tec’het kuit hag en em guzat.

Kenta ’rajont oa teuler ho zoudanen ha kemer dillad ar vro, ma ho doa c’hoant beva ennhi. Unanou a ieaz da jom da di ho c’herent, re all da di ho mignouned. Eno, var ho menou, ho doa kemeret peb a vicher. Lod a dremene evit kigerien, lod all evit kilvizien, lod evit milinerien, lod all c’hoaz a lavare ober micheriou all. Pa vije ezom deuz outho, ma tiguezet gantho dirag tud all, e lavaret d’hezo : « Deuz an abardaez-ma d’al leac’h ma leac’h, eul loan a vo da laza ; deuz varc’hoaz, du-ma, eun areval a vo da rei d’id. [1].

Evit oferenna na gavent mui nag iliz na chapel, koulz lavaret. Mez Jesus er vech kenta ma teuaz er bed, oa en eur c’hraou. Hag aliez awalc’h, divar neuze, an oferen a vije lavaret en eur c’hraou, pe en eur c’hranj, en eur sanail, zoken, en eur c’hoat a zindan ar guez. Eur zon oa bet savet var ar veleien deuz an amzer-ze hag a lavare :

Ar belek a zo eul lapous, erfat,
Hirio e ma el lannok varc’hoaz er c’hoat,
Er mintin en neiz pik, en noz en neiz bran,
El leac’h ma hen devezo bet he vern ne zrebo ket he goan. [2].

  1. Histoire de la Bretagne par un chercheur de pain. — P. de la Gorce, p. 320. — Barruel cité par Tresvaux p. 341.
  2. Inizan, Emgann Kergidu.