Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —


E Sant-Thegonnec ar belek intru oa hanvet Alanet. An oll, er barrez, oa eneb d’hezan. Ne gavas ket, zoken, eur c’hloc’her nag eur c’hurust, kaer hen doa kinnig arc’hant. Eul lastez kender d’hezan a respounte ouz he oferen. Mez bep mintin, pa zea da glask ober son galv, e kave kerdin ar c’hleier troc’het.

E Cleder e padas pell ar peoc’h. An aotrou Bernard Laurent oa chomet er barrez-ze, epad bloas goude ma oa douget al lezen. Daou deuz he gureet, an aotrou Marzin hag an aotrou Rous a roe skoazel d’hezan, da gelen mad he barrisionis. Eun all oa c’hoas, kure ganthan. Ar Gall a reat anezhan. Mez hennez oa eun den aonik hag a feiz laosk.

Unan benag a ieaz da Vontroulez da flatta an tri belek mad. Klask a zavas d’hezo. An aotrou Laurent a ieaz neuze, da Vro-Zaoz. An aotrou Marzin a ieaz da guzat da Leslaou, hag an aotrou Rous da Vespaol da di he gerent.

Ar c’hure all a deuaz da blega hag a douaz senti deuz lezennou ar Gouarnamant. Dioc’htu, oa hanvet persoun e Cleder. Mez, raktal, e kollaz he vrud vad. Eun devez oa kavet maro, var oaled he di. Dorn Doue, emechans, oa deut da gastiza ar pec’her. Ha Clederis a zalc’has, startoc’h, d’ho feiz koz.

E district ar Pount, an traou n’edont ket dizevel deuz al leac’h all.

En devez ma oa deuet Ollivier, ar persoun intru, da Bouldergat, n’oa den deuz ar barrez o velet troni anezhan. Ha goude ma oa tronet, dirag konsaillerien district ar Pount, Pouldergadis a lavare n’ho divije, morse, anavezet evit persoun, nemet an aotrou Guenno ho fersoun koz.