Evelkent, da heul kement-se, an iliz a elle c’hoaz sevel an deok var pep parrez.
Sant Paol, en unan deuz he liziri, hen doa lavaret, e tlie ar gristenien maga ar re gelenne anezho. Ha Roue hor bro, Charlemagn, hen doa, guechall, douget eul lezen evit ma teuje pep parrez da rei an deok d’ar veleien a gemerje preder diouthi.
An deok n’oa ket evel ma lavarer, avechou, an dekvet deuz an traou a vije en eun tiegez, da vloaz a n’oa nemet an drivac’hvet. Ne vije savet, peurliesa, nemet divar an ed. E meur a leac’h, koulskoude, oa douget, ive, var ar foen, al lin hag an anevaled. Dre ar vro a bez, an deok a dalveze eur pevar ugent million benag [1].
Madou an iliz na oant ket laeret ganthi. Biskoaz, zoken, danvez na deuaz dre hent eünoc’h. An dud, en eur vervel, a leze eun ti, eur park evit pedi Doue evitho, evit ober œuvrou mad, goude ho maro. Madou an iliz, hag inthi ebken, a zo bet, pell amzer, oc’h harpa deuz dispignou ar skoliou hag an hospitaliou, e Bro-C’hall ; Mez deuz ar madou-ze, kalz tud oa jalous.
An noblans, da genta. Kaout a reant ar venac’h hag ar veleien re binvidig, d’ho doare.
Ar bobl, ive, a grie eneb d’ezho : al labourer douar a gave diez, bep tro ma vele dond da zevel an deok d’he di.
Etouez ar veleien, zoken, meur a hini a lavare traou. Rag danvez an iliz a iea, an darn vuia, gant an eskibien ha leaned bras ar c’houentchou. Gant an amzer, oa en em zilet ar c’his fall da rei da eun eskob pe da eur manac’h, oll leve eun eskobti pe eur gouent, avechou zoken, leveou diou pe deir hag ouspenn. Ar re-ze ho dije, evel-se, milluriou leve. Mond a reant, gantho, da veva da Baris pe da eul leac’h all, ha stok-varc’had, e paent menac’h ha beleien da bedi Doue ha da ober euvrou mad. Hag ar veleien-ze, a gave dizoare beza
paet ken dister ha guelet madou an iliz o vond er meaz
- ↑ P. de la Gorce, ibid. p. 11.