Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —



Mez he brezegennou ne jasfond ket kalz tud d’an iliz. Hag an aotrou Le Gall prokureur-syndik Landerne, a lavare d’an Departamant « ne vije koulz den o selaou ar prezeger. An oll a rede, emezhan, da Gouent an Ursulinezed hag oa ennhan an aotrou La Rue, ar persoun koz hag he gureed. »

Evelkent, evit ar Pask, 18 ebrel 1791, an aotronez Joguet, Bodros ha Treguier, ar c’hureet koz, oa deuet, var goulen Pillet, ar persoun intru, ha Renaud, ar mear, da govez an dud da iliz Sant-Houardon.

Ar veleien vad, na petra ta ? a goveseaz an oll gristenien deuz ar barrez. Pillet, pa na deue den da govez ganthan, a eseaz da viana ober eun dra benag. Eun devez, ma oa dirag an daol fask, kalz tud o c’houlen kommunia, e lakeaz he zurpilis hag he stol evit rei ar gommunion d’hezo. Mez kerkent, an oll, nemet tri, a dec’haz kuit. Ne felle ket d’hezo digemer Jesus-Christ deuz dorn eur belek touer. [1].

E Guitevede oa bet hanvet, ive, eur belek intru. Charles oa he hano. D’an eiz a vis du, da seiz heur dioc’h an noz, oa deuet d’ar barrez-ze. Mez dioc’htu, eur vanden verc’hed en em zastumaz en dro d’hezan. Mond a rankas da guzat, en eun hostaliri. Ar mear a ziguezas var an taol hag a eseaz lakaat ar peoc’h. Mez ar merc’hed a lavare oa tri diaoul en ti hag e ranket ho c’has kuit. Ar mear a rankas en em denna pe, hen he unan, hen dije tapet he fall.

E district Montroulez oa ive eun nebeut beleien touerien.

  1. Documents.