Ar persoun oa an aotrou Guillou. He gure a reat Chanzy anezhan. Ha setu ama an abaden, a gounte divar ho fenn, da zistrict Kastellin, ar sitoyaned Predour, Cariou ha Lesnevel.
« Galvet da vond d’an ti kear e zomp eat. Goude beza goulennet digant ar mear, Le Goyat, evit petra hen doa hor galvet, e lavaraz d’eomp oa evit diambroug deuz ar presbital d’an iliz ha deuz an iliz d’ar presbital, ar veleien a zo ama, hag ho deuz touet senti ouz ar gouarnamant.
Mez a veac’h ma hen doa, evel-se, komzet ouzomp, ma hon deuz guelet eur bern tud o tond beteg dor an ti kear, en eur grial a bouez penn, n’ho doa nemet eur vuez da goll, mez e koljent anezhi a volontez vad kentoc’h eget mond da glevet oferen eur belek evel an aotrou Chanzy.
Goulskoude, niver an dud a greske e toul an nor. Pelloc’h ho deuz prennet varnhomp. Neuze, hon deuz bet aon. Hor buez a elle chom eno. Hag hon deuz pedet ar mear da vond da gerc’had an aotrou Le Page, eur belek ha n’hen deuz ket touet, evit mond da lavaret an oferen vintin.
Unan ac’hanomp a zo eat, dre ar prenestr, er meaz, evit mond da gaout an aotrou Le Page.
Kerkent ha ma eo guelet o tond an dud ho deuz kuiteat an ti kear evid redet oll var ho lerc’h, d’an iliz. Ar mear, ive, ha kaļz deuz ar gonsaillerien a zo eat d’an oferen vintin.
Da zeg heur, omp eat da gerc’had d’ar presbital ar belek a dlie kana an oferen-bred. Mez a veac’h ma omp bet guelet o kerzet varzu an iliz, eur bern tud, merc’hed ha goazed, a ra hu varnhomp. Lavaret a reont d’eomp a bep seurt hanoiou vil. Meur a hini, zoken, a daol mein ouzomp. Ranket hon deuz en em denna, en devez-ze, eb kaout oferen. N’euz nemet-omp, hon tri, hag eun all pe daou a du gant ar gouarnamant, e Braspartz. Abalamour da ze, ar c’honsail munisipal hen deuz hor galvet, emechans evit beza lazet gant he gamaradet. »
Divezatoc’h, Chanzy a skrive c’hoaz da zistrict Kastellin evit lavaret oa miret outhan oferenna hag hen doa zoken bet bac’hadou.