» Kusat a reomp muia ma c’hellomp ouz konsaillerien an district, ar fesoun ma za an traou. Diskuez a reomp, zoken, kaout fizians en amzer da zond. Mez var hor spered e zo spount hag enkrez. Al labourerien douar n’int ket troet mad tam ebed. Deoc’hui e tiskuillomp hon anken hag e pedomp ac’hanoc’h da lavaret d’eomp penaos en em gemer.
Ar C’hastel-Nevez eo al loden euz an district hag a ro d’eomp ar muia nec’hamant. Ar re a zo eneb ar Revolusion a zo eno, niverus hag abalamour da ze guall hardis. Ar persoun nevez a vez insultet, bemdez, dirag an oll. Ar mear a lavar d’eomp e ma ar paour keaz belek var var da goll he vuez.
Huelgoat hag ar c’harteriou, tro var dro, a zo prest d’en em zevel. Goulen a reomp eur gompagnunez soudardet var varc’h da ingala etre ar C’hastel-Nevez hag Huelgoat.
Ar bersounet nevez a zo bet digemeret en ho farreziou. Mez digemeret int bet gant kement a ienien ma eo goasoc’h an dra-ze eget ma ve bet lavaret nan d’hezo, dioc’h-tu. Ho ilizou a jom goullo. An dud a ia a vern d’ar chapeliou eleac’h ma kavond beleien ha n’ho deuz ket touet.
Ar veleien-ze na brezegont mui. Mez er gador-govez, el leac’h all, e reont an neuz da gaout truez ouz ar veleien ho deuz touet, e lenvond var ho stad. Hag er giz-ze, ho deuz an ear d’ober anezho tud vil, tud da zisprijout… N’ouzomp ket penaos ober evit diwall deuz ar barr arne a velomp o sevel. » [1].
E district Kastellin, n’oa trous ebet er parreziou nemet e Braspartz hag e Crozon. Gozik dre oll, el leac’h all oa chomet ar veleien vad, rag ne gavet ket a veleien touerien.
E Braspartz avad, ar veleien fall n’edond ket, bemdez, e kreiz ar blijadur. Ne ellent, zoken, beza sur deuz ho buez evit mond deuz ho fresbital d’an iliz.
- ↑ Peyron documents, I.