Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

oa red digas, d’ar zul varlerc’h, prokureur district Lokronan evit troni anezhan.

E Guipavas an aotrou Picrel oa bet hanvet, da genta. Mez buhan e teuaz var he c’her goude beza touet. Mond a reaz kuit. Var he lerc’h oa devet unan hag a reat Launay, anezhan. Deuet d’ar c’huec’h a vis Even 1792, ec’h en em glemme d’an district en eur lavaret ne vije ket roe d’hezan dillad da oferenna ha pa vije prosesion ne gave den da zougen ar c’hroaziou.

E Plouguin ar persoun intru oa Bazil. Skriva ’rea da Vrest evit lavaret ar brezel a vije great d’hezan ha d’ar re a iea d’he heul. Mein a vije taolet outho hag ar chas a vije hisset var ho lerc’h.

E Plouzane, an intru, Morvan, hen doa, eur zulvez, difennet ouz beleien vad ar barrez ober labour ebet, na kovez, na rei ar gommunion, na guelet ar re glanv.

Raktal, goude an ofernen-bred, en deiz-se, dioc’h-tu, d’an tregont a vis here, ar mear a c’halvaz an dud en dro da eur groaz oa e kreiz ar vered. Eno e lavaras : « Ar re a fell d’hezo, e kendalc’hfe da ober ama, an aotronez Jezequel, kure Loc-Maria, L’abbé, kure Plouzane, Le Hir ha Goachet, beleien, ar pez a reant araog, da lavaret eo e kendalc’hfent da govez, da rei ar gommunion, da velet ar re glanv ha da zarmoun, n’ho deuz ken nemet mond aze, e kostez an iliz. » Kerkent an oll a ieaz er c’hostez-ze.

Ar mear a lavaras goude : « Mar deuz unan benag hag a fell d’hezan, ne rafent, ama, mui netra deuz ar pez a reant diagent, n’hen deuz ken nemet mond e kostez moger ar vered. » Den na ieaz.

Ha raktal, oa kaset eul lizer da zistrict Brest evit lavaret d’hezan ar pez oa diguezet. Al lizer-ze a zo varnhan c’huec’h kant hano.

An aotrou Morvan a jomas e Plouzane. Mez den, morse, na iea var he dro. Ne elle, zoken, ober anterramant ebet. Bugale Herve Ernot deuz Loc-Maria a gavas guelloc’h lakaat korf ho zad en douar, eb belek ebet, kentoc’h eget goulen sikour an intru.