eva eb goulen na disken. Laza ’reant d’ober friko, an anevaled a blije d’hezo. Skei a reant gant ar goazet ha gwella ’reant ar merc’hed. Pa deuaz ar zul, e treinjond, en despet d’hezo, ar gonsaillerien ha tud all d’an iliz. Hag er giz-ze, goude poan awalc’h, oa, pelloc’h, lakeat ar Gall da bersoun e Plougerne.
Mez ar gonsaillerien na fellaz d’hezo, morse, lakaat ho hano var gahierou an iliz, evit kaout mad ar pez a ioa great.
District Lesneven a reaz ho dastum oll hag ho zeuler er prizoun. Eiz devez oant dalc’het ennhan. Bemdez ar Gall a iea da c’houlen digantho, sina evit anaout anezhan da bersoun e Plougerne. « Morse, a lavarent, bep tro, guelloc’h e ve ganeomp mervel.
Ar Gall keaz n’hen doa morse kalz a blijadur en he barrez nevez. Rag eur bloaz benag, goude, e skrive d’ar re oa e penn an district e Brest al lizer-ma : « Gouzanvet e meuz beteghen, gant pasianted, an traou a zo bet great a eneb d’in hag eneb va c’herent. Va zad hag hen deuz pemzek vloaz ha triugent hen deuz bet bac’hadou. Va c’hoar ha va mitizien a zo bet iskinet, meur a vech. Ouzin-me ’zo bet taolet mein. Eur veach, zoken, pa oan ouz an aoter, oc’h oferenna, ar re a deue d’an iliz da glevet an oferen ho deuz paket taoliou. D’an oll draou-ze, ne respountis ket. Aoun em oa ma vijen deuet d’en em goleri ne vijen ket bet treac’h da m’imor.
Mez abalamour ma oun bet habask evel-se, ar veleien all a zo deuet d’en em hardisaat. Kovez, badezi ha prezek zoken a reont eb goulen tamm va aotre. N’eo gerne. Na ellan ober badiziant nag euret ebet. Ar groagez evit gellout lakaat badezi ho bugale gant beleien all a ia da Dremenac’h pa vezond var ar mare da lakaat eur c’hrouadur er bed… »
E Lanrivoare, ar Prigent oa hanvet da bersoun. D’an drivac’h a vis mae, e teuaz en he barrez. Mez ar gonsaillerien munisipal na dajent, morse, var he dro. Hag