Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


Euz an iliz ar penn visibl
Deuz hor malheuriou sensibl.

7

E Rom, ugent deuz ar Gardinalet
O veza gantho assemblet
O deuz examinet pis
Konstitution an iliz.

8

N’ho devez remerket ennhi
Nemet traou kontrol d’ar fei.
Nemet peb seurt erroliou
Goestl da goll an eneou.

9

Gourdrous a zo sur punisa
Ar re a refus en em renta
Da zislavaret ho serment
Hag, eb dale, publikamant.

10

Daou ugent de, eo an termen
Akordet d’an oll touerien
Ha goudeze eb gras ebet
E vezint oll exkomuniet.

11

Resevet ho deuz ho fartaj
Kollet ho deuz ho heritaj.
Guechall, ministret Jesus-Christ
Hirio e zint d’an Antechrist.

12

Iliz Doue n’ho anav mui
Evit pastoret, mez bleizi
Pere dre ardou kriminel
A fell daoni ar bobl fidel.