Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —


Setu ama unan deuz ar guerziou-ze. Kavet eo bet e ti eur plac’h iaouank, hanvet Marie Coublanc deuz Douarnenez. Ar plac’h iaouank-ze, a iea d’he c’hana, avechou, e kear hag er parreziou tro var dro.


1

Ma breudeur ker ar Fransisien
Chetu c’hui oll da virviken
Privet euz a bep seurt avantaj
Evit beza en esklavaj.

2

Tud temerer hag imprudant
Servicherien d’an aerouant
A verz, hirio, an ilizou
Hag a zispen an aoteriou.

3

Pevar eskob touerien
Ha gantho meur a veleien
Eb fe, nag enor, na rezon
A drahis ar relijion.

4

An darn-vras euz ar veleien
Eün en ho relijion gristen
Eleac’h ober al le kriminel
A zo bet d’an iliz fidel.

5

Klevet oc’h euz, eb mar ebet
Ho deuz tregont eskob skrivet
Da gonsulti an Tad Santel
Ar Pab, deuz a Jesus vikel.

6

Ar Pab gant (Hor Zalver laket
Ar c’henta euz ar bastoret