E district Lesneven oa startoc’h an traou. Deuet oa mis ebrel 1792 ha ne oa c’hoaz gellet nemet lakat daou velek touer er c’horn douar-ze : Kerniliz ha Plougerne.
D’ar bevar var-n-ugent a vis ebrel 1792, district Lesneven a skrivas d’an Departamant : An elektourien, evit henvel persounet, a zo bet en em vodet en iliz Sant-Mikeal, e Lesneven. Hanvet ho deuz da bersoun :
E Lesneven : eleac’h an aotrou Coat, Bizien, persoun Kernouez. Mez an aotrou Bizien goude beza touet a zo deuet var he c’her ; e Plougerne an aotrou Gall ; e Kernilis : an aotrou Rosiliau ; e Plouneour-Trez : eo bet kinniget ar barrez d’an aotrou Perrot, persoun, mez n’eo ket falvezet ganthan toui ; gant an aotrou Picard, persoun Plouider, eo c’hoarvezet ar memez tro ; an aotrou Mevel, kure Bodilis, a zo bet hanvet e Plounevez, mez n’eo falvezet ganthan na mont d’ar barrez-ze, na toui ; Cléder a zo bet lezet gant an aotrou Laurent ar persoun koz. Hennez, kennebeud hag he gureet, n’ho deuz ket touet. Mez red co ho lezel en ho farrez, n’euz ket a veleien all. An aotrou Abgrall, manac’h a urz Sant Fransez, a zo bet hanvet e Guiniventer. Mez n’eo ket falvezet ganthan mond d’i… N’hon deuz ket, ama, a veleien deuz hon dourn, ha rak-se, eo red d’eomp lezel en ho farreziou ar veleien goz. » Mez an Departamant hen doa difizians deuz konsaillerien district Lesneven. Abalamour da ze e tigasas unan deuz konsaillerien an Departamant, an aotrou Henri Kermenguy, da ober an eleksionou.
Goude poania awalc’h e oa hanvet e Lesneven : Chansy, kure Sizun ; e Plouider : Cariou, kure Plougerne ; e Plounevez : Talarmin, kure Milizac ; en Drenec : Broc’h, kure Quimperle ; e Guisseny : Fagon, kure Sant-Marc ; e Sant-Frégant : Brannellec, kure Plourin ; te. Plouneour-Trez : Pouchard, kure Lambezellec ; e Cleder : Demeuré, kure Boharz ; e Plouzévédé : Rannou, manac’h euz a urz Sant Fransez ; e Lanhouarne : Lezec, aumônier an hospital e Brest ; e Guiniventer : Denmat, kure Castel ; e Plougar : Leyer, kure Landerne.