Colomban : an aotrou Thomas Bizien, kure e Sant-Mikeal ; e Riec : an aotrou Thomas-Marie Divalan, kure Moelan ; e Bannalec : an aotrou Poyet, rejent e kelendi. Kemper ; e Melgven : an aotrou Etienne Perrot, kure e Moelan.
Deuz ar pevar-ze, unan, ebken, a gemeras he barrez.
D’ar bemp a vis ebrel oa red ober eleksionou en dro. An actrou Guillou, belek e Clohars-Carnoet, a oa hanvet e Riec hag a lavaras ia. An aotrou Vistorte, kure Plogonnec, oa hanvet e Bannalec. Mez hen-ma goude beza bet touet, oa deuet var he c’her hag a lavaras nan, na petra ’ta ? Conan, kure Sant-Thurien, a oa hanvet e Melgven, Mez lavaret a reaz ne daje ket d’ar barrez-se, keit ha ma vije beo ar persoun oa eno. En he leac’h, oa hanvet an aotrou Cloarec, kure Scaer. Mez hen-ma, goude beza touet, a deuaz var he c’her.
E Montroulez ar c’henta eleksionou evit choaz persounet, oa great d’an drivec’h a vis ebrel. E Montroulez, ec’h en em gave evel el leac’h all. Ouspen eur vech oa red staga ganthi araog dond a benn da gas eur persoun, en eur barrez.
E mis du oa goulennet lakaat persounet e Guimaec, Roscof, Enez-Vaz, Plougoulm ha Guiclan. Mez n’oa kavet belek touer ebet hag oa red lezel e peoc’h ar veleien vad oa er parreziou-ze.
Ar re oa bet hanvet e mis ebrel n’oant ket eat d’ar parreziou oa kinniget d’hezo.
E kommansamant mis kerdu, oa hanvet e Guiclan : an jaotrou Cloastrou ; e Plounaour-Menez : an aotrou Charles ; e Plougoulm : an aotrou Goarant ; e Roscof : an aotrou Luslac ; en Enez-Vaz : an aotrou Gall ; e Guerlesquin : an aotrou Buhot de Kerzers.
Deuz ar pemp-se, an aotrou Charles, ebken, a gemeras he barrez.