O klevet ho fersoun, konsaillerien Plougerne a deue bihan ho c’haloun.
An aotrou de Poulpiquet a lezaz, etre ho daouarn, ar paper hen doa lennet. Ha, raktal, foug ennho, gant ho beleien, e skrivond d’ar re oa e penn an district e Lesneven ar c’homzou-ma : « Klevet hon deuz hor beleien. Kas a reomp deoc’h, ar paper ho deuz lennet dirazhomp en ti kear. E Bro-C’hall, ervez ho deuz lavaret, diagent, ar re a zo deuz hor gouarn, e c’heller heuil ar relijion a garer. Abalamour da ze, e kavomp dizoare, forsi hor beleien da blega d’al lezen great gant ar c’houarnamant evit distaga anezho deuz ar Pab. Frankis da bep den, d’ober evel a garo. Evidompni a gar hor beleien hag a zalc’ho d’ezho. »
D’ar zul varlerc’h, oa lennet e prôn an oferen-bred lizer ar gonsaillerien hag ar paper edo varnhan ar c’homzou lavaret dirag ar gonsaillerien gant an Aotrou persoun.
An oll a lenve o klevet : strakal a reant ho daouarn
hag e lavarent a dreuz ho daelou : mad ! mad tre ! Er
giz-se oa ober. [1].
Al lezen evit lemmel ho farrez digant ar veleien ha n’ho doa ket touet. — Ar c’henta eleksion evit choaz beleien intru. — Eskob Kastel o tec’het da Vro-Zaoz.
Koulskoude, an « Assemble nationale » a gendalc’he da lakaat an traou da vond, atao, var ar memez tu. Gue-
- ↑ Téphany, Persécut. Relig. p. 468.