Mez kaera ma zoa bet e neb leac’h d’ar mare-ze, oa e Plougerne.
Eno, oa persoun an aotrou de Poulpiquet. Galvet da doui sentidigez d’al lezen, e zeaz d’an ti kear gant he dri gure. Lenn a reaz eur paper var behini oa skrivet ganthan ar c’homzou-ma : « Aotronez, ar pez hon deuz da lavaret, hirio, dirazoc’h, n’eo ketur frouden, savet en hor penn evel eun taol avel. Mez eun dra eo pouezet mad gant peb unan ac’hanomp : ennhan hon deuz sounjet pell ’zo.
» Ne vevomp mui nemet e kreiz an anken. Bemdez e teu beteg ennhomp keleier fall. Gouarnamant hor bro a garfe, siouas ! lakaat an dorn var an Aotrou Doue ha var he veleien.
» Evet hon deuz e kuz, beteghen, an dour a skuille, bemdez hon daoulagad. Mez, hirio e lenvomp dirazoc’h. Eurus bras e vefemp o velet ho taelou oc’h en em veska gant hon re. Rak kement-se a ziskuefe e talc’hit atao, stard, da feiz hon tadou koz.
» Ar gouarnamant hen deuz great eul lezen, evit distaga iliz Bro-C’hall deuz iliz Rom, beleien hor bro deuz an Tad santel ar Pab. Goulen a ra ma toufemp sentidigez d’al lezen-ze, a zindan boan da goll hor parrez.
» C’hui, Alotronez, a vezo an testou, deuz al le a reomp ama, hirio. Toui a reomp senti, bepred, ouz lezen an iliz, ouz bolontez Hon Tad santel ar Pab. Ne blegfomp morse ebarz er pri, da zastum peadra da veva. Kentoc’h mervel eget saotri hon ene en eur zenti deuz eul lezen fall.
» Kerkoulz, ma vije bet deuet an ebestel, guechall, da blega da lezennou fall an Impalaeret, petra ’vije bet deuet a gav deoc’h ar relijion da veza ? Evel an Ebestel, biken morse, na blegfomp d’eul lezen fall. Kaset e vezomp kuit deuz Plougerne. Mez dalc’hit sounj mad mar teu ar gouarnamant, en he hano, da zigas deoc’h eur belek benag en hon leac’h, ar belek-se a vo eur belek fall. Arabad e vo deoc’h, morse, selaou anezhan.