ober eul le hag a zo difennet ouzin. Oll va c’hureet a zounj eveld’houn var gement-se. »
« Hor pastor a lavaras kement-se, ken freaz, ken sklear ha deuz eur vouez ker birvidik, ma hen deuz eur c’honsailler munisipal kredet lavaret d’hezan, a vouez huel, n’oa hini ebet en hon touez ha na zounje ket eveldhan. Ar gonsaillerien all ho deuz lavaret ar memez tra. Ha raktal, etouez an dud oa en oferen, meur a hini a zave en ho zav evit lavaret edo ar virionez gant an Aotrou persoun.
» Neuze, eo bet digoret an doriou hag eo bet pedet ar re a zounje a hent all da zevel da vond er meaz. Ouspen tri mil oamp eno. Den ebet na ieaz kuit. An oll, ama, a zounj na dleer ket plega d’al lezen great evit ar veleien ken a vo bet kavet mad gant ar Pab hag an Eskibien.
» Goude an oferen, pa zeo bet eat ar persoun d’ar sakrateuri, eo bet niverus an dud a zo eat da bokat d’hezan abalamour e kave guelloc’h senti deuz mouez he goustians eget dastum he dammik pae en eur doui sentidigez d’eul lezen fall.
E Plouescat, e tremenas ker kaer all an traou. Ar mear a skrive da zistrict Lesneven d’ar seiz a vis c’huevrer 1791 : « Hirio, an aotrou Puyferré a zo bet, er gador, ha goude beza diskuezet eo al lezen divar benn an iliz eul lezen eneb ar feiz, hen deuz lavaret : Nan, biken morse, na rin al le da biega d’hezi. Al le-ze a ve eneb ar Relijion…
» Gouzout a ran pa nac’han toui e c’hellan beza kaset kuit. Mez guezit, ervad, an hini a deuio var va lerc’h n’hen devezo galloud ebet var hoc’h encou. Rak-se, ma ve lamet va iliz diganen, me a ielo d’ho tiez, me a govesaio hag a oferenno ennho… »
Hag ouz he glevet ar merc’het oll a lenve. Meur a c’hoaz, ive, a lenve ’fors hag a hirvoude