Ne deomp ket da gozeal divar benn ar pez a ziguezas, gozik en oll parreziou deuz hon eskobti, d’ar mare-ze.
Mez e Plabennec, e Plouescat, e Plougerne e tremenas ker kaer an traou, ma n’omp ket evit miret da verka ama, ar pez a zo skrivet e kahierou koz an teir barrez-ze.
« Hirio, tregont a c’henver 1791, a gemenne da zistrict Brest, konsaillerien munisipal Plabennec, hirio, hor persoun karet, an aotrou Jestin, a zo bet er gador. Eiz devez a zo, hon doa lavaret d’hezan divar benn al lezen a c’houlen digant ar veleien toui sentidigez da lezennou ar c’houarnamant. Hag e prôn a oferen-bred, hen deuz lavaret oa deuet evithan ar mare da rei da entent ar pez a zounje divar benn an traou a dremen, en hon amzer : ar veleien lakeat gant ar gouarnamant da choas beza belek paour pe beza belek fall.
» Hor persoun fur hen deuz great, da genta, meuleudi kement tra a zo el lezen hag a zo talvoudek evit an dud divar ar meaz. Kement tra, emezhan, a raio vad deoc’h a reio, sur, plijadur d’in-me. Rei a rafen ar pez a meuz evit mad ar vro. Mez ne ellan ket toui da zenti e giz ma her goulenner diganen ha setu ama perak :
1° Eur virionez a feiz eo, e tle ar Pab hag an eskibien gouarn an iliz ;
2° Eur virionez a feiz co hen deuz Jesus-Christ lavaret d’an iliz ha nan da eur gouarnamant : ar pez a liamfot var an douar a vo liamet en Env ;
3° Eur virionez a feiz eo, ne c’hell belek ebet kaout he c’halloud nemet digant an iliz ;
4° Eur virionez a feiz, ive, eo e ze karget an eskibien ebken da varn petra zo mad ha petra zo fall evit gouarmant an iliz.
» An oll draou-ze n’euz dalc’het kount ebed anezho, el lezen great gant an Assemblee nationale. Mond a rafen, eta, eneb va c’houstians, eneb va feiz en eur doui teuler d’an traon ar guirioneziou-ze. Nan. Nag ar sec’hed nag an naon, nag ar prizoun, nag ar baourentez, nag an danjerou oun var var da gueza ennho, na ello va lakaat da