Scaer. — Le Caro, kure ; Guyomarc’h ha Collobert, beleien da zikour kovez.
Kernével. — Le Beuz, kure ; Helegoualc’h, belek kovesour.
Melgven. — Pennec, persoun ; Nicolas, kure ; Bondin belek kovesour ; Le Moan, kure e Cadol.
Nizon. — Guvoel, kure ; Hamon, belek kovesour.
Nevez. — Louis Galliot, persoun ; Jean Le Calvez ha
Le Meur, kureet.
Bihan oa, ervez m’hon deuz guelet, an niver deuz ar veleien a doue sentidigez d’al lezennou nevez. C’hoant e meuz da lavaret oa bihanoc’h c’hoaz niver an dud a droe gantho.
Rag d’ar mare-ze, ar feiz oa krenv en hor bro. Ar gristenien a gave bras guelet beleien o plega hag o nac’h guirioneziou hag ho doa prezeget, beteg neuze.
Pa zeant d’an oferen, d’ar zul m’oa galvet ar veleien da doui sentidigez, ho c’halounou a vije enkrezet. N’euz douet ebet e zea, en devez-se, pedennou birvidik varzu ar baradoz evit goulenn digant Doue rei nerz ha kaloun d’he veleien.
Deuet ar mare da vond er gador, an oll a jome sioul : klevet e vije eur gellienea o voudal dre an iliz. An aon a veac’hje ar c’halonou. Mez ken aliez guech ma lavare ar belek na blege ket, na elle ket plega da lezennou fall ar gouarnamant, e torre var an enkrez. An dud a zirolle da lenva, hag a dreuz ho daelou, gueach e strakent ho daquarn, gueach all e savent en ho zav hag e lavarent a vouez huel : mad ! mad tre ! er giz-se oa ober.