veleien toui sentidigez d’al lezennou. Mez ar re a doue hag ar re na douent ket a vije lezet, beteg neuze, en ho farreziou. Evelkent, abaoue ar bevar var-n-ugent a vis gouere, oa great eul lezen evit tenna ho fae digant ar re na blegent ket.
Mez deuz kalz keariou, deuz Kemper, ive, koulz ha deuz meur a leac’h all, e teue klemmou eneb ar veleien na douent ket. Breuriezou mignouned ar C’houarnamant, hag a zave stank, neuze, dre ar c’heariou bras, a c’houlenne ho c’hastiza en eur fesoun goasoc’h.
Ha pelloc’h, d’ar zeiz var-n-ugent a vis du, eun alvokat, Voidel he hano, a lakeaz dougen al lezen-ma : « An eskibien, ar bersounet, ar gureet, ar veleien a zo oc’h ober skol er c’helendiou, a ranko toui sentidigez d’al lezennou pe dilezel ho c’harg. Ar veleien a ranko toui, en iliz, dirag an oll d’ar zul, en eiz devez kenta, ma vo embannet al lezen-ma. Ma nac’hont hen ober ha ma ’c’h enebont, e vezint tamallet da veza lakeat freuz da zevel ha kaset dirag ar barner.
Hogen, ar fesoun da doui ba evelhen : « Me ’dou beilla gant aket var an oll dud fiziet ennhoun ; me ’dou fidelite d’al lezen, d’am bro ha d’ar Roue ; toui a ran, ive, derc’hel atao d’al lezennou great gant an Assemblee nationale. »
Ar Roue a roaz he hano evit embann al lezen-ze d’ar c’huec’h var-n-ugent a vis kerdu.
Kerkent oa digoret ar roll evit kemeret hanoiou ar veleien a ioa en « Assemblee nationale » hag a deuje da doui. Al lezen a leze gantho eiz devez evit ober kement-se.
D’ar seiz var-n-ugent, dioc’h-tu, daou velek ha triugent a reaz al le a c’houlennet digantho. D’an eiz var-n-ugent, Talleyrand, eskob Autun, a reaz ar memez tra. Goude, beteg fin ar mis, pevarzek belek all a douaz, c’hoaz. D’an daou a vis genver, eun eskob, Gobel, a reaz eveld’ho. D’he heul e teuaz tri all. D’an tri a vis genver