Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

Anaoudegez vad am euz deuz ar fians ho peuz diskouezet kaout ennhon ha deuz an henor ho peuz great d’in… Araog pell e vezin en ho touez. »

— o —

En devez ma tigueze al lizer-ze, persoun Sant-Louis Brest, an aotrou Laligne, a lakea kana eun Te Deum, en he barrez, evit renta bennoz da Zoue abalamour ma oa choazet Expilly evit eskob ar Finistere.

En Kemperle an Te Deum ne oa kanet nemet d’an eiz-var-n-ugent a vis du. Mez great oa gant eur zolennite vras. Beleien iliz Sant-Mikeal ho doa dija touet oll, senti deuz al lezennou nevez. Hinthi a ganas an Te Deum. Konsail an ti kear, soudardet kear hag oll ar re oa a du gant ar c’houarnamant a deuaz d’ar gousperou. Ha goude an Te Deum an oll a strakas ho daouarn en eur grial : « Ra vevo ar Vro ! ra vevo al Lezen ! ra vevo ar Roue ! [1].

— o —

Louis-Alexandre Expilly oa ganet e Brest. Er skol oa bet e Paris.

Pa saillaz ar Revolusion oa persoun e Sant-Martin Montroulez. Hen hen deuz savet, eno, an iliz a veler c’hoaz hirio.

Mez abaque eun tachadik amzer, e taremprede tud ha n’ho doa ket a feiz. Mignouned hen doa e kostez Paris ha ne dalient tam muioc’h. Kaset oa bet gant beleien Leon d’an « Assemblee nationale » e mis eost 1790. Eun tammik oa boufounik. Pa oa votet al lezen eneb an iliz e prenas dillad eskob hag e tiskueze anezho en eur en em bompadi. Sur oa, emezhan, da veza eskob er Finistere.

Eskob oa, hervez lezen « an Assemblee nationale. »

D’an devez goude ma oa hanvet, ar veleien karget da

  1. Peyron documents, I.