c’hed divezet ha paotred iaouank libertin a iea hag a deue dre an iliz en eur iouchal soniou lous ha divergount [1].
Unan deuz ar re oa deuet da voti a roaz d’ar Presidant eul lizer skrivet gant an aotrou de La Marche, eskob Leon. Meur a hini a c’houlennaz ma vije lennet al lizer-ze, araog kregi er votadek. Mez sevel a reaz eur c’hri spountuz ma oa red gortoz beteg ar fin.
Ar c’henta a deuaz da voti oa eur Protestant. Gozik sur, ne oa d’ar mare-ze, er Finistere, protestant all ebet nemethan.
Doue a ziskuezas ne oa ket kountant. An amzer a deuaz da goc’henna. Eur gurun spountuz a zirollas. Kear Gemper a dregerne gant an talmou. Hag al luc’hed a venne devi an daoulagad.
Teir gueach oa bet red voti. Er veach kenta, ar moueziou oa bet fuillet var hen-ma, var hen-nez. En eil tro, Expilly hen doa daouzek mouez ha nao ugent.
Div heur oa goude an hanter noz, pa oa digoret ar pod evit ar veach diveza. Ki ar skolaj hen doa diou vouez. Diou seurez ho doa, ive, moueziou. Mear Kemper hag he c’hrefier ho devoa, zoken, meur a hini. Mez daou c’hant tri ha triugent ho doa votet evit Expilly. [2]
Raktal, oat pignet en tour. Ar c’hleier oa lakeat e brall. Ha pa deuaz an deiz, oa kanet, goude ofis an anaon, an Oferen hag an Te Deum.
D’an devez varlerc’h, konsail an Departamant a skrive da Expilly : « Hasta ’reomp kemen deoc’h e zoc’h hanvet da eskob er Finistere… Mall hon deuz d’ho kuelet o tond da jom etouez ar veleien hag an dud fidel deuz an Departamant a gar kement Jesus-Christ hag an Assemblee nationale. »
Pemp devez, goude, e tigoueze respount Expilly. Lavaret a rea : « Aotronez, ma na zilaoufen nemet va zempladurez hag ar joa e meuz deuz eur beva kuzet e refusven ar choaz ho peuz great ac’hanon evit oc’h eskob…
Mez senti a ran gant doujans deuz mouez ar bobl.