deu da derri an ereou etre diou c’halloud great evit en em glevet ; eul lezen hag a zifen ober vœu, en eun amzer evel houn-ma, hag ennhi an dud ho deuz c’hoant da zelc’her da c’hened ho eneou a dle kaout frankis da vond da veva en eur gouent ; eul lezen hag a denn digant an eskob he gonsail ; eul lezen hag a en em gemer ouz kalz tud all hag a dorr an emgleoiou ar muia sakr… al lezen-ze na ellomp e neb fesoun, toui plega d’hezi.
…Goulen a reomp ma vo galvet holl eskibien Bro-C’hall da en em unani en eur c’honseil evit guelet petra da ober en amzer amjest-ma ; goulen a reomp ma vo pedet ar Pab da gaout mad ar pez hen devezo great an eskibien, rag ar Pab, ebken, a ell barn ar pez a zo mad evit ar relijion hag an iliz [1]. Da heul al lizer-ze kement belek a oa deuet d’an anterramant ho doa lakeat ho hano.
Ar chaloniet a zibab dek chaloni evit gouarn eskobti Kemper eleac’h an eskob maro. — Ar votadek deiziadet evit choaz eun eskob da eskobti Kemper. — Lizer ar re oa karget da c’houarn an eskobti, d’an elektourien. Lizer beleien eskobti Leon. — Lizer eskob Leon da zistrict Montroulez divar benn al lezennou nevez.
Daou zevez araog maro an aotrou de Saint Luc, konsaillerien an district a deuaz da gaout ar chaloniet hag a c’hourc’hemennaz d’hezo chom eb en em gaout mui kevret, evit pedi.
Kerkoulz, ar gatedral oa lamet digantho ha roet da zaou bersoun deuz kear hag ho doa touet sentidigez d’al
lezennou.
- ↑ Téphany, Persécut. religieuse, p, 41 et suiv.