per, nemet an hini a deufe a berz ar Pab. Setu ama al lizer a gasfond evit an dra-ze d’an Departamant.
« Aotronez, goude beza lakeat er bez, pastor hon eskobti, hag hen deuz epad he vuez roet en dro d’hezan, a bep seurt skueriou mad, e teuomp da lavaret deoc’h ar pez a zounje divar benn an traou a dremen en hon amzer.
Lavaret hen deuz, araog mervel, e kemere evel eun den deuet a eneb pep guir, ar belek a vije lakeat da eskob e Kemper en he leac’h, ma vije lakeat en doare merket gant ar C’houarnamant.
Ni oll a oar hen deuz rezoun. Hag an enor hon deuz da ziskleria deoc’h hini ac’hanomp na zento deuz an eskob a vo lakeat e Kemper, ma na deu a berz ar Pab.
Ho pedi a reomp, eta, da jom eb ober eleksionou evit dibab hon eskob. Rak eun eskob lakeat, evel-se, na elfe den kaout, dre he zaouarn, galloud ebed var an eneou.
Beza hon defe, c’hoaz, meur a dra all da lavaret. Mez merket int e lizer an aotrou de Saint Luc. Eveld’han e sounjomp divar benn an traou a lavar. Hen n’hen deuz ket sinet he lizer. Ar maro a zo deuet re drum. » Hogen setu ama ar pez hen doa ar muia pouez e lizer an aotrou de Saint Luc.
« Ni, eskob Kemper, hon deuz lennet al lezen great gant an Assemblee nationale. Klanv evel ma zoump ne garfemp ket mond dirag Doue, eb beza komzet eneb al Tezen-ze. Rak diskar a ra an urz lakeat gant Jesus-Christ en he iliz ha laerez a ra ar madou lakeat d’hezi etre he daouarn evit mezur he ministred, kempen an ilizou ha maga ar beorien.
…Diskleria a reomp ma ve red evit derc’hel d’hor pae, ober al le a zo gourc’hemennet gant al lezen-ze, n’her grafomp ket. Morse, na ellomp ober ar bromesa da zenti deuz eul lezen hag a ziskar, e Bro-C’hall, ar relijion gatholik a zo bet beteghen, kemeret evit ar relijion guirion abalamour, er meaz diouthi, den na c’hell beza salvet.
…Eul lezen hag a fell d’hezi terri galloud an Eskibien var ar veleien hag an dud fidel, eul lezen hag a