Iliz Sant-Louis, oa, an iliz-veur e kear. Evit ober mad e tlie mond d’an iliz-ze, da zigemer he veleien. Mez persoun Sant-Louis, d’ar mare-ze, oa unan deuz ar re oa bet deuz ar veleien intru. An eskob na gredaz ket abalamour da ze, ober d’hezan an enor da vond d’he barrez. Kemen a reaz d’an oll veleien, euz Brest, en emgaout e chapel hospital ar Vortolodet.
E Brest oa, neuze, kalz beleien hag ho doa bet touet. Ar pez a dlie erruout a ziguezas. Belek ebet na ieaz, var he dro.
Persoun Sant-Louis a skrivas, en he eneb, evit en em glemm. En eur redaden edo ar Prefet e Brest. Ober a reaz d’an eskob, lavaret an oferen en iliz Sant-Louis, en deiz varlerc’h, ha gervel da vont d’i oll beleien kear.
Deuz Brest e zeaz da Landerne ha da Lesneven. Dre ar parreziou-ze, ar veleien hag an dud fidel a reaz d’hezan an digemer ar guella.
Goude, e kemeras hent Montroulez. En eur erruout er gear-ze, e velaz o tond d’he gaout eun tad Jesuist, hag oa bet harluet abalamour d’he feiz. « Aotrou ’n Eskob, a lavaras d’hezan, ar manac’h-ze, bezit var evez, pe ne dafot ket kuit deuz ar gear-ma. Beza ’zo aze, tud konnaret hag a zounj ho laza evit venji, varnoc’h, maro Audrein, an eskob touer. »
An aotrou Andre a dec’has kuit, dioc’h-tu.
E Montroulez, evel e Brest, oa kalz beleien hag o doa bet touet sentidigez da lezennou fall ar Republik. Mond a rajond en egar ouz an eskob, abalamour e kave d’hezo hen doa great fae varnho. Tamal a rajond d’hezan hen doa c’hoant da lammat madou an iliz deuz douarn ar re ho doa prenet anezho. Flata rejond anezhan d’ar Prefet. Rudler a en em lakeaz ive, divar neuze, da stourm diouthan. Hag an eskob keaz, skuizet buhan gant he veac’h, a ieaz da Baris da gaout Napoleon hag a roaz d’hezan an dilez euz he garg. (1804). [1].
- ↑ Tresvaux II p. 474-475-476.