Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


D’an deiz ma zigaset ar baniel, soudardet Kemper, konsail an Departamant, hini an district hag hini ar barrez a ieaz d’he diambroug, var an hent, abarz diguezout e kear. Oll e prosession, e zafond d’an iliz katedral. Eno daou velek oa digouezet, dija. Mez a veac’h ma oa an oll dud en iliz, oa klevet eun trous hag eun dourni spountus : — « Hag an eskob, a lavaret, hag an eskob ? e peleac’h eo chomet an eskob ? Ama e rank dond beo pe varo ! »

Pemp pe c’huec’h soudard deuz ar Garde nationale a ieaz beteg ennhan. « — Mantrus eo, a lavarond d’hezan, ne ve ket an Eskob e penn tud e Eskobti en eun dro evel houma.

— Muioc’h mantrus eo, da viana, a respountaz an aotrou de Saint Luc, guelet ac’hanoc’h o kredi e c’hellit ober katekis da eun eskob.

— Bremaik e teuio ar re a zo en iliz du-ze, oll en ho palez, ama, hag e vezoc’h gwal-gaset.

— Evel a girint eme, c’hoas, an eskob. Mez e gize meuz sounjet e vezo great. Netra n’am lakaio da jench frouden.

Kerkoulz, den na deuaz da glask trabas ebet mui ouz an eskob kalounek. Hag er gatedral, an Te Deum oa kanet gant an daou velek aonik hon deuz dija lavaret [1].

D’an tri var-n-ugent a vis guengolo, an aotrou de Saint Luc a guezaz klanv. D’ar c’huec’h var-n-ugent, e mare teir heur, e teuer da zigas beteg ennhan, a berz an departamant, al lezen eneb an iliz.

An aotrou n’Eskob a skrivas eul lizer evit respount ha lavaret d’an Departamant ar pez a zounje divar benn al lezen-ze. Mez Doue ne roaz ket amzer d’hezan da gas he lizer. Ar maro a ziguezas ganthan, d’an dregount a vengolo.

Goude an anterramant, ar chaloniet hag ar veleien : oa bet deuet da renta d’ho eskob an deveriou diveza, a

zisklerias ne anavesfent eskob all ebet evit eskob Kem-

  1. Téphany, p. 46.