D’an nao a vis mae 1802, oa sakret eskob en iliz Sant-Roch, e Paris, gant an aotrou Cambaserès, eskob Rouen.
D’an daou var-n-ugent a vis eost, e teuaz da Gemper. En eur ziguezout e zeaz da di Rudler, ar Prefet. Ar pennou bras deuz Kemper, a ioa oll, eno, pa ziguezas hag a reas d’hezan an digemer ar guella. Guiska ’reaz dirazho, he zillad a eskob evit mond e prosesion d’an Iliz Katedral. Ar ru oa leun a dud. Kalz a lenve gant ar joa.
Ar Prefet a ieaz, araog ar brosesion, da c’hortoz an aotrou Andre, var dreujou an iliz.
Pa ziguezas an aotrou ’n eskob, ar Prefet a roaz d’hezan alc’hueziou an iliz Katedral en eur lavaret : « Rei a raan deoc’h, aotrou, alc’hueziou an iliz-ma. Ra ’defe, atao, an heur vad da gaout, evit he gouarn, eskibien devot ha kalounek eveldoc’h. Kristenien an eskobti a ve eurus deuz kement-se. »
Ebarz en iliz, goude, an aotrou Larchantel, a c’houarne an eskobti, abaoue maro an aotrou de Saint-Luc, a bignas er gador : « Brema, a lavaras en eur lenva, Doue ’m galvo pa garo da ’vithan. Mervel a rin laouen, p’eo guir e velan, hirio, troni, ama, eun eskob ervez Due. Lakaat a reio ar peoc’h da ren ha kas a reio kuit ar vougen a ioa var ar feiz… » [1].
Mez pelloc’h, an aotrou Andre a gozeaz d’he dro. Ober a reaz, dreist oil, meuleudi Bonaparte hen doa savet e Bro-C’hall, ar relijion en he zav, ha meuleudi ar Prefet. Konta, emezhan, a rea var he sikour evit kas mad, da benn, he labour en eskobti Kemper.
Kenta oa da ober oa guelet, en he eskobli, ar veleien hag an dud fidel evit lavaret d’hezo oa echu ar barrad avel fall a c’hueze, abaoue daouzek vloaz, var ar vro.
Hag an aotrou Andre, ive, a entente ober er giz-se. Mez n’en em gemeras ket mad ganthi, hag en dro genta, dioc’h-tu, e savaz brouilleiz.
Eat oa da Vrest. Pedet hen doa an oll veleien a ioa,
eno, da zond d’an oferen a lavarje en eur ziguezout.
- ↑ Tresvaux, 11.