Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/248

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —

c’herc’hen, an oll a ieaz var ho daoulin, an dour a bike en daoulagad, hag a dreuz ho daelou, an dud a lavare : Bennoz da Zoue ! e ma deuet, pelloc’h, al lezen vad en dro ! [1].

E derou ar bloaz 1802, beleien Nevez a deuaz deuz ar Spagn. An aotrou Le Meur, kure Nevez oa diskennet deuz ar vag, e Portemanek, e parrez Riec. Assamez ganthan, oa pemzek belek all. En ho zouez oa an aotrou Kerlôc’h, kure Tregune hag a deuaz da veza persoun en he barrez koz.

An aotrou Guillou, persoun Mellac, a deuaz ive, en dro deuz ar Spagn, er memez mareou. Mond a reaz gant hast da velet he barrizionis koz. Mez ne c’hellaz chom mui, gantho, da bersoun. Re vac’hagnet en em gave. Hag e zeaz da jom da di he dud e kichen Lothea.

D’an daou a vis even 1802, an aotrou Duc hag e gure, an aotrou Bergot, a zigueze er vro, o tond deuz Cateriek, + Bro-Zaoz. Mond a rajond, kerkent varzu Lanniliz. Deiz ar marchad e oa. Mez p’oa klevet lavaret edond erru, n’oa prenet na guerzet netra ebet mui. An oll a ieaz d’ho diambroug, var hent Lesneven. An dud a en em vode, dre ma c’herruent gantho, en dro d’hezo, a boke d’ho daouarn, a c’houlenne ho bennoz, a grie hag a lenve.

An aotrou Duc a jomas da bersoun e Lanniliz. An aotrou Bergol oa kinniget d’hezan Guesnou ha Plouzeniel. Mez chom a reaz e Lanniliz hag oa lakeat da bersoun goude an aotrou Le Duc. [2]

An aotrou Laurent, persoun Cleder a ziguezas, er memez mareou, deuz Bro-Zaos. Deuet en dro, ec’h echuas an iliz hen doa kommanset araog mond kuit.

Mez, e meur a barrez all, oa bet diesoc’h lakaat ar peoc’h. Ennho oa chomet an intruzed, hag oa konvertiset var ho menou. Divar ho fenn hag abalamour d’hezo, an aotrou Andre a bakas meur a dam trubuil.

An aotrou Andre oa eun den deuz ar re vella. Ne oa

ket gual hardis.

  1. Téphany, Persécut. religieuse, p. 237.
  2.           —                —                484.