Bet oa da genta mestr-skol bugale an Impalaer. Goudeze oa kinniget d’hezan beza eskob el Lithuanie Mez kaout a reaz guelloc’h dond, en dro, da Vro Breiz. [1].
Koulskoude, goude maro Audrein, n’oa hanvet intru et et evit kas en dro, eskobti Kemper.
Ar peoc’h a zeue. Ar C’honsulat a zigoras ar prizoniou hag a roaz d’an oll, aotre, da heuil ar relijion a garient. « Mez, a lavare, ar veleien katolik dreist oll, a ell lakaat buhan ar peoc’h da zond en dro. N’ho deuz ezom, evit an dra-ze, nemet da gozeal evel ma tesk d’hezo Jesus, ho mestr. E ma digor d’hezo an oll ilizou. Ra deufent, buhan, da ginnig sakrifisou da Zoue evit ma na zalc’ho ket koun deuz an torfejou a zo bet great, beteghen, na deuz ar goad a zo bet skuillet. »
Mez ar veleien vad n’en em hastent ket da zond en ho bro. An ilizou, oa, an darn-vuia anezho, etre daouarn ar veleien ho doa pleget d’ar revolusion, ouspen-ze, ar c’honsulat ne zigore ket dor d’an Eskibien oa bet tec’het d’ar broiou all ha neuze, c’hoaz, ne gredent ket tour ec’h anavezent gouarnamant ar Republik evit gouarnamant ar vro.
Napoleon, koulskoude, a guie n’oa par d’ar veleien vad evit kompeza an traou. Mez aon hen doa o vond re vuhan ganthi. Deuz pevar c’horn Bro-C’hall e teue paperou d’ar gouarnamant da c’houlen sevel ar relijion var he zroad. Ar gouarnamant a c’hortoze, c’hoaz.
Pelloc’h, d’ar bevar var-n-ugent a vis kerdu 1800, e kasaz eul lestr bras, hanvet « Dédaigneuse » da gerc’had ar veleien vad oa bet douget da Gaienne.
N’oa mui kavel nemet trivac’h anezho.
En eur zond ac’hano, al lestr oa bet kemeret gant ar Zaozon hag an trivac’h belek oa kaset da Londrez. Mez prest, goude, gouarnamant Bro-Zaoz a lakeaz ho dougen
da Vontroulez.
- ↑ Un prêtre breton émigré en Russie. — Pilven.