Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/241

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —

a zavas, var ar bladen houarn, a oa da bignad er wetur. — Ro d’in da baper-tremen, a lavaras d’hezan.

— Er c’haset, aze, e ma.

— Disken.

— Ne ellan ket ; klanv oun.

— Disken ; ni da bareo.

Neuze, Le Cat a bignas, er wetur, hag en eur lakaat he zorn var an eskob e lavaras : Me a anavez ac’hanout Audrein luch ! Pell ’zo oan, ouz da glask. Teir guech e peuz votet lakaat ar roue d’ar maro : brema, d’az tro, e rankez mervel.

En despet d’hezan, Audrein a zo tennet var an hent. Le Cat a ro d’hezan eun taol gant kanol he fusuil hag a glask lakaat anezhan da vond var he zaoulin, evit en em erbedi deuz Doue. — Lezit ganhen va buez en han, Doue ! a grie an eskob. Hag ec’h en em zifrete.

Le Cat a lavaras da Lemoine lakaat he zorn var he skoaz. D’ar mare-ze, an eskob a grogas gant he zent, en ho daouarn, d’hezo ho daou. Ar paour keaz malheurus a reaz eur pas benag, evit tec’het.

— Tenn varnezhan, a lavaras Le Cat, da Le Moine.

Le Moine a vizas diou veach, mez diou veach he fusuil a reaz chat.

— Tenn te, a lavaras Le Cat da eun all, hanvet Michel. Michel a dennas hag an eskob a guezas stok-he-gorf, e kichen ar penn araog deuz ar wetur. Le Goff a roaz d’hezan eun tenn all hag hen peurachuaz : an daou denn hen doa paket e kreiz he stomok.

Great an torfet, Le Cat a lavaras d’ar veachourien mond er wetur. — Kiit en hent, adarre, emezhan, ne vo great drouk ebet deoc’h. Kontantoc’h oun da veza lazet Audrein eget da veza kavet eur million. [1].

Korf Audrein a oa douget da Gemper. E gueret Sant-Mark, eno, e veler c’hoaz he vez. Var ar mean a c’holo anezhan, e zo kizellet eur c’halir, eur mintr hag eur vaz eskob, gant ar c’homzou-ma : « Ama e ma Audrein, eskob ar Finistere, maro d’an naontek a vis du 1800. Pedit

evithan ! » [2].

  1. (1) Yves-Marie Audrein, Hémon, 93 94.
  2.                —               —          167.