ganthan leiz he c’hodellou. Mez piou hen doa roet an arc’hant ? piou hen doa bet ar zounj da laza an eskob ? Morse, ne deuz gellet hen gouzout.
Charles-François Le Cat n’hen doa ken, nemet pevar bloas var-n-ugent. Assamez, ganthan, edo Louis Michel ; Hervé Benden, mab da eur boutaouer deuz Landudal ; Jean-Baptiste Lignaroux deuz Crozon, ha Le Gof, portezer deuz ar Pount.
Dre bromesaou kaer ha dre c’hourdrouzou, oant deuet a bena da lakaat da vond d’ho heul, labourerien douar deuz ar c’harter : Daniel Goulien, François Le Grand, Jean Le Guilly, Charles Le Moine, Yves Jaouen ha Jean Ropars. [1].
Lakeat oa d’hezo, en em gaout oll, e ti Laurent Coatalem, o chom e maner Treflez, e Briec. Eno oa roet d’hezo fusuillou, pistolennou, sabrinier.
Da deir heur, deuz ar pardaez, e zajond da Gerhô. Daouzek oant, hag eno, e zeaz c’huec’h en eun tu c’huec’h en tu all. Ar re genta a ieaz, da di Pierre Tymen, hag ar re all da di Herve Louboutin, da c’houlen ho c’hoan. En tiez-ze oa drebet, fumet hag evet kalz. Pelloc’h, e mareou eiz heur, e zajond da gaout an hent bras, e kichen sao chapel Sant-Herve, e parrez Briec. Eno, ec’h em lakeont, adarre, e diou vanden hag e zeond var an hent, eur pevar c’hant pas benag, an eil deuz heben.
E mare an hanter noz, Le Cat o velet letern ar wetur a ziabell, a lavaras : « Setu aze, o tond, ar re a c’hortozan : ma zeuz archerien en dro d’ar wetur, tennit varnho ; ma zo soudardet arabat tenna. »
Evel hon deuz lavaret, eun tenn a oa lezet.
A veac’h ma oa ar wetur chomet a zav, oa kroget er postillon. — « Arc’hant a zo ganhez, oa lavaret d’hezan ro d’eomp da arc’hant. »
Ar postillon a lavaras n’hen doa guenneg ebet. — Mad, eme Le Cat, ni a zo o vond da glask. Ma kavomp arc’hant, en da wetur, e vezi lakeat d’ar maro.
Neuze, e lavarjond d’an dud oa er wetur disken.
C’huec’h oant. Oll e tiskenjond nemet Audrein. Le Cat
- ↑ Yves-Marie Audrein, Hémon, 91.92.