radet. Hag eun devez, Napoleon gant he zoudardet, a lammaz e kambr ar gannadet hag ho zaolaz er meaz. Eur gouarnamant nevez oa great. Ar gouarnamant-ze a zouge an hano a Gonsulat. Tri den, hanvet konsul, a gemere ar garg da gas ar Frans en dro. An tri den-ze oa Bonaparte, Sieyes ha Roger-Ducos. (18 brumaire 9 du 1779).
Prest goude ar mareou-ze, oa bet great, e kostez Kemper, eun torfed spountus : Audrein, an eskob intru, a oa bet lakeat d’ar maro.
Mezaon, oat o klask tro, varnhan, pell a ioa. Eun devez, oa klevet lavaret e zea da Vontroulez. Lakeat hen doa, en he spered, mond d’i, da brezek an Asvent ha da gennerzi ar persoun koz, an intru Derrien, eneb ar veleien vad oa diguezet e kear. « Meur a hini a gred, a lavare, e c’hellin pa vezin eno, rei kouraj da dud ha da bersoun ar barrez : ne meuz ket kalz a esperans, mez mond a rin, atao, en avantur Doue. [1].
Mond a reaz, d’an nao var-n-ugent a vis kerdu. 1800. Etre nao ha deg heur deuz an noz, e reaz kas d’ar guetur vras, hanvet Dilijans, he zillad eskob hag ar pez hen doa ezom evit he veach. Goude e pignas he unan ebarz.
E mare hanter noz, ar guetur a zigueze dija diou leo deuz Kemper, e traonien Sant-Herve, e parrez Briec. Tenval sac’h oa. Hag oa klevet eun tenn fusuil hag ar gomz-ma : A zav, kokin !
Ar postillon, Jean Chartier deuz Kastellin, a zalc’haz var he gezek. En eun taol, e teu en dro d’ar guetur, eur bern tud, fusuillou gantho. Lod oa guisket e bourc’his, lod all e labourerien douar.
Ar proses oa bet great, varlerc’h, a ziskuezas oant, an darn-vuia, bet chouantet. Mez abaoue bloas ho devoa dilezet ar vicher. Ar penn anezho oa Le Cat.
Eun nebeut deveziou, araog an torfet, oa bet guelet, e
Briec hag e Landudal, o klask kamaradet. Arc’hant oa
- ↑ Yves Audrein, Hémon, 91.