Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —

sabren var he voc’h. De Kerstrad, goudeze, hen ledaz maro mik, gant eun tenn fusuil.

» Ar Chouantet en em dennaz, neuze varzu Briec. En hent e kavont ar persoun intru, ar Gorager. — « Ni a zo ’vond du-ze, a lavaront d’hezan.

» Kerzet a reont d’he heul d’ar presbital ha diguezet en tie pignont da gambr ar belek intru. Goulen a reont outhan an alc’houeziou. — Ro anezho, a lavaras dhe vatez : kemer va oll dillad evit da labour, rag me val na meuz mui pell da veva.

» Guir a lavare. Disken a reaz er porz. Eno, unan a roaz d’hezan eun tenn fusuil hag eun all a fourraz he zabren en he gof.

» D’an devez varlerc’h, ar Chouantet a gemeras hent Gouezec. En eur ziguezout, pemzek pe c’huezek anezho a ieaz e pors ar presbital. Ar persoun a ioa o vond da oferenna. O velet tud o tond, e kavaz d’hezan oa evit klask traou da eva, rag en devez araog hen doa lakeat eur varrikennad guin, en he gao.

» Ar Chouanted a lavaras d’hezan sevel d’he gambr. Eno e lezont varnhan eun tenn fusuil. Tapout a reaz eur grusifix hag e ruillas er skalierou o c’hervel he vatez var he sikour.

» Goude an taol-ze, ar Chouantet a ieaz varzu Pont-ar-Veuzen. En eur dremen e Sant-Segal, e kavont mestr-skol Cast hag ar persoun o kozeal : Var ho taoulin, a lavaront d’hezo, e ma deuet hoc’h heur diveza. Mez eur Chouant a c’houlennaz buez evit ar mestr-skol. Lezet oa da vond kuit. Ar persoun, avad, a dapas eun tenn fusuil en he benn.

» Diguezet e Pont-ar-Veuzen, ar Chouanted a en em guz, da genta, en eur c’hoat, var bord ar ster. Pa oa deuet ar mare e lammont var ar bouldrieren. Kemer a reont poultr ar pez a felle d’hezo : ar rest a daolont en dour. Forsi a reont daou zen, Louis Vigouroux deuz an Drenit hag Yves Milin deuz Penc’hoaden, da vond gant ho c’hirri da gas d’hezo ar poultr beteg Plevin.

» En eur vond e tremenjond dre Blounevez-ar-Faou. Er barrez-se, ho doa kalz mignoned. Ac’hano, e tapjond