Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/227

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 227 —


Setu ama, hanoiou ar veleien oa bet deuz hor bro kaset d’ar Guyane. Tri anezho a zo maro eno.

Jean Carval, ganet e Plogof, kure Plobannalek

Jean-Louis Collenot, ganet e Gwened, belek e Kemper ;

Jean Combot, ganet e Kastel, er bloaz 1754, kure e Sant-Martin Montroulez, maro e Kononama d’an nao a vis here 1798 ;

Yves Pavec, kure Plogonnec ;

Jean-Guillaume Prigent, kure Glomel ;

Guy-Marie Kericuf, ganet e Sant-Martin Montroulez 1751, maro er Guyane d’an 21 a vis meurs 1799.

Epad ma roe ar veleien ho buez er broiou pell evit ho feiz, e Bro-C’hall an traou a dremene goasoc’h-goasa, eneb ar re a grede e Doue.

Ar re a guze beleien a vele ho ziez kemeret gant ar c’houarnamant. Ma n’oa ket d’hezo an tiez ma kuzent, ennho beleien, e vijent kondaonet da rei arc’hant.

Poulzet oa var an oll evit ober d’hezo dilezel muioc’h-mui ar zul. Malloz d’an hini a Tavare drouk deuz an dekadi. Ar ministr Letourneur, e fin ar bioaz, a gemen d’ar re a zo e karg dindan ar c’houarnamant, eo eun dever evitno nag evit no zua, ober goueliou an dekadi. Ouspen-ze, oa roet d’hezo da entent, e tlient ober brezel d’ar re a vire ar zul.

Ar veleien intru a rankas ober ar zul deiz an dekadi, a zindan boan da veza harluet. Difen oa d’an oll, ober taol labour ebet, deiz an dekadi. E meur a leac’h e vije tennet var ar re a laboure, deiz an dekadi ha var ar re a ehane da zul.

Difennet oa, ive, guerza pesket da vener.

Hag evit miret na vije great eured ebet ken gant ar veleien vad, an oll eureujou deuz parreziou ar c’hanton a

vije great er gear benn, deiz an dekadi. [1].

  1. Tresvaux 11, 332.