Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 226 —


Jean Le Joncour deuz Pouldergat, belek e Cloastr-Pleyben ;

Jean Le Moal deuz Spezet, kure Pount-’n-Abat ;

Yves Le Saout deuz Plouider, aumônier seurezet ar Retret e Kastel, persoun Treflaouenan, kaset da Enez Re d’ar 26 a vis eost 1798 eo maro eno, d’ar c’huec’h a vis mae 1799 ;

Alain Levenez, kure Spezet ;

Yves Nigeou deuz Plouigneau ;

Jean Piclet, ganet e Sant-Nicolas-ar-Pelem e 1741, persoun e Locronan ha maro d’an a vis c’huevrer 1801.

Michel Thalamot deuz Eskibien ;

Jerom Yvenat, ganet e Braspartz er bloaz 1750, rejent e kloerdi Kemper, maro d’an 21 a vis meurs 1801.

Ar veleien oa chomet e Rochefort a vije, bep ar mare, a vagadou, kaset d’ar broiou all.

Ar re genta oa c’hoanteat da gas kuit, oa bet lakeat, d’an daouzek a vis meurs var eul lestr hanvet Charente. Daou c’hant e oant. Mez ar Zaozoun a dagas al lestr hag he doa ranket ober pense var an treaz. Ar vortolodet a laeras, neuze, ar veleien baour. Ne oa lezet gantho na guennek na tam dillad ebet. E mis ebrel, goude, oant embarket, adarre, ha douget d’ar Guyane.

D’an daou a vis eost, beleien all, oa lakeat var an daou lestr a hanvet ar Vaillante hag ar Bayonnaise. Ar Vaillante a guezas etre daouarn ar Zaozon. Ar Bayonnaise a gasas d’ar Guyane an dud a oa varnhi.

Pa ziguechont er vro-ze, kalz deuz ho c’henvreudeur bet douget d’i, en ho raog, a ioa dija maro. Var ho lerc’h oant kaset da Sinamary ha Conamana, leac’hiou hag oa spountus beva ennho. Hanvet oant bet Dienez ha N’euz-Netra. Ne gavet da zribi nemet pesket hanter vrein ha da eva dour leun a lec’hid.

Goude kement-se, n’eo ket diez entent, pegement a glenvejou a zilamme var ar brizounerien geiz. Buhan e vijent diskaret er bez.