Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jezegou - Hor bro e pad ar revolusion, 1915.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

En ti-ze, deiz ar zul fask ha d’ar zuliou ha goueliou, ive, var dro teir heur deuz ar mintin, e zo bet hag a vez atao kalz tud, betek daou, tri c’hant, merc’het ha goazet o vond d’an oferen. Ar Goachet hen deuz galvet var he zikour ar Prevost deuz Guilers ha Trébaol deuz Lambert. Kofez a reont eur bern tud, en ti forn hag er c’hranj… »

An dud, koulskoude oa peurvuia skuis gant ar bersekusion.

Da vis mae 1797, oa bet great eleksionou evit dibab kannadet nevez. Dre Vro-C’hall oll, koulz lavaret, e oa kaset d’ar Gambr tud a beoc’h hag a urz vad.

Gantho, an directoire a deuaz a nebeud da nebud da habaskaat. An ilizou oa a nevez, digoret d’ar veleien vad. Hag e Breiz-Izel koulz hag e leac’h all, eun niver bras a veleien fall a deuaz da en em gonvertisa.

An Eskibien intru a gemeras aon. Mar kendalc’hfe an traou da vond var an tu-ze, prest awalc’h n’ho dije belek ebet mui. Ober a reont, e Paris, ar pez a hanver eur c’honsil. Tregont eskob a ieaz d’ar c’honsil-ze.

Er Finistère n’oa eskob ebet mui. Eur belek touer, hanvet Serandour, a ieaz da zerc’hel leac’h beleien fall eskobti Kemper ha Leon. [1].

Mez kaer ho doa, an dud a deue da eugi dioutho.

Gant kannadet ar vro, e tigueze, bemdez, eur bern liziri, evit goulen ar peoc’h. Unan anezho, an depute Dubruel a c’houlennaz, neuze, ma vije roet frankis d’ar veleien vad eb ober le ebet. Dond a reaz a benn deuz he daol. (24 eost). [2].

Mez, en Directoire, oa chomet tri den hag a oa revolusionerien aheurtet : Lareveillère-Lepeaux, Rewbel ha Barras. Eneb pep guir, e c’halvont da Baris ar jeneral Augereau hag he zoudardet. Harpet gant ar zoudardet-ze,

e lakeont terri deuz ho c’harg kannadet eiz ha daou ugent

  1. Tresvaux II. 276-281.
  2. ibid. 284.